Mont d’an endalc’had

Tir National (Belgia)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An Tir National (galleg) pe Nationale Schietbaan (izelvroeg) a oa un dachenn dennañ warni standoù tennañ, hag ul lec'h pleustriñ evit arme Belgia, digoret e 1859 e Schaarbeck, nepell diouzh Brusel, ha distrujet hag adsavet e 1889. 20 hektar e oa he gorread. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e voe implijet evel lec'h fuzuilhañ gant an Alamaned, a lazhas 43 den eno, en o zouez ar rezistantez ha spierez Edith Cavell. Heñvel a rejont e-pad an Eil Brezel-bed en ur lazhañ tost 260 den eno. Distrujet e voe e 1963 evit lezel plas da savadurioù an RTBF hag ar VRT. Ul lec'h-koun evit ar re fuzuilhet a gaver eno c'hoazh, anvet Enclos des fusillés pe Ereperk der Gefusilleerden[1][2].

  1. (fr) La face sombre du Tir national, ArchivIris, 04/10/2018 (lennet d'ar 05/05/2025)
  2. (fr) Tir national war lec'hienn Schaarbeck (lennet d'ar 05/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan