Mont d’an endalc’had

Timbroù daoubennek

Eus Wikipedia
Napoléon III (1853)
Alamagn (1933)
Unvaniezh Soviedel (1973)

Timbroù daoubennek a vez graet eus ar c’houbladoù hag ar strolladoù timbroù-post pa ’z eus bet embannet un timbr gant ur skeudenn troet war an tu enep.

Ur fazi moullañ e vez alies hag a zo aet diwar evezh ar velestradurezh. Rouez-tre eo seurt degouezh, uhel-kenañ eo priz an darn vrasañ eus an timbroù daoubennek a vez gwerzhet er bed.

Skouerioù stank eus seurt fazioù a gaver er c’harnedoù-timbr rak moullet e veze an timbroù dre implij plakennoù bras a-raok ma vefe troc’het bandennoù gant tud a-vicher. Kenstaget e oant er c’harned gant ar riskl da vezañ penn-ouzh-penn skeudenn timbr ar golonenn ziwezhañ. E Suis e konter kalzik timbroù daoubennek eus ar rummad “Mab Wilhelm Tell” (1910).

Timbroù zo a voe embannet dindan stumm ur c’houblad (doare « melezour ») avat, e broioù Afrika pe en Unvaniezh Soviedel da skwer, dindan stumm un timbr tric’hornek. N’eus ket kaoz amañ eus ur fazi bennak.

Graet e vez gant ar bomm galleg tête-bêche e yezhoù all alies.