Timbroù an Inizi Faero

Eus Wikipedia

Enezeier e hanternoz Skos, dindan beli an Danmark. Timbroù ar Stad-se zo bet implijet etre 1851 ha 1975.

Ur velestradurezh emren a embann timbroù gant an anv « Føroyar » abaoe 1975.

Timbroù dibadus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbr 1919

E miz Genver 1919 e kresk priz kasadenn ul lizher eus 5 øre da 7 øre, met dale zo war ar vag a zegas an timbroù nevez. Aotreet eo neuze ti-post Tórshavn da soulgargañ timbroù 5 øre, warno poltred ar Roue Kristian X, gant ar sifr 2 øre a-benn digreskiñ an talvoudegezh. Etre an 12 a viz Genver hag ar 24 a viz Genver 1919 e veze peget kichen-ha-kichen timbroù 5 øre ha 2 øre a liv du.

Ugent vloaz warlerc’h, o vezañ m’eo aloubet an Danmark gant arme an Alamagn naziek e tilestr ar Saozon er Faero. Gant penn-bras ar postoù e Tórshavn ez eo divizet uhelaat priz an timbroù ha soulgargañ anezho ( sifroù 20, 50 pe 60). 35 000 pezh zo bet soulgarget e 1940 hag e 1941 gant an ti-moulañ H. N. Jacobsen e Tórshavn.

Emrenerezh ar Post e 1975[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel ar vro

Ur statud a emrenerezh zo bet roet d’an Inizi Faero goude an eil Brezel-Bed, met ar gwir da embann timbroù-post e 1975 hepken (d’an 10 a viz Genver). Gouestlet eo ar seizh timbr kentañ da arouezioù ha buhez an inizi : kartenn ar vro, ar mor hag ar menezioù, tiez hengounel ar vro. Pinvidikaet e vo timat gant skeudennoù sevenadur ar Faero (ar bigi, mojennoù an hanternoz), an natur hag ar relijion gristen.

Gant ar Postverk Føroya (Post ar Faero) e vez embannet tro 20 timbr bep bloaz, an holl anezho o tennañ da vuhez ha sevenadur ar vro.

Aodoù ar vro

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]