Timbroù Yemen


An emgavioù politikel o doa kroget e miz Mae 1988 etre dilennidi Yemen an Norzh ha re Yemen ar Su a echuas gant an diviz unvaniñ an div vro. Disklêriet e voe Republik Yemen d'an 22 a viz Mae 1990.
Adalek 1990 e voe embannet timbroù da vezañ graet gante e Stad a-bezh, warne an enskrivadur YEMEN REPUBLIC e saozneg hag en arabeg, ha REPUBLIC OF YEMEN adalek ar bloaz 1991.
Danvez an timbroù ne voent ket ken politikel ha re an div Yemen, o lakaat ar gaoz war al loened (an houidi, ar c’hizhier, an evned), monumantoù ar Yemen, an dilhad hengounel, ar sportoù (mell-droad, boks)… peadra da binvidikaat dastumadegoù tematek.
E 1993 e krogas ar velestradurezh da implijout timbroù eus Norzh ha Su Yemen moullet gant anvioù nevez.
Republik Demokratel Yemen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus ar 21 a viz Mae betek ar 7 a viz Gouere 1994 e klaskas Yemen ar Su disrannañ dindan anv Republik Demokratel Yemen hep dont a-benn, a-raok distreiñ dindan beli gouarnamant Sanaa.