Mont d’an endalc’had

Timbroù Thüringen

Eus Wikipedia
Ar wezenn-sapr (1945)
”Ni a sav pontoù” (1945)


Goude an Eil Brezel-bed e voe aloubet ar Reich alaman gant armeoù Kevredidi an Eil Brezel-bed, da lâret eo an Unaniezh Soviedel, Stadoù-Unanet Amerika, ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall.

Fiziet e voe en Arme Ruz ar giriegezh da verañ ha da ren broioù Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg, Saksonia ha Thüringen (ha Berlin ar Reter). Adalek miz Eost 1945 e roas ar pennadurezhioù un emrenerezh bras da bep renerezh-post rannvroel (anvet OPD = Ober Post Direktion).

Un ugent timbr bennak a voe moullet e 1945 dindan an alc’hwez THÜRINGEN gant ar velestradurezh soviedel, mui ur strobad blokoù.

Dibolitikel ha neptu eo ar rummad kentañ a ginnig timbroù boutin gant poltred tud veur Alamagn (Schiller ha Goethe), tresadenn ur wezenn-sapr hag arouez ar postoù (ar c’horn-boud). Timbroù kranellet pe nann-kranellet a voe moullet. Gwerzhet ez eus bet 2 Reichmark an tri zimbr 3, 4 ha 5 pfennig bodet asambles dindan stumm ur blok bihan, hag en traoñ an titl "Für die Opfer des Faschismus" (= Evit ar re o deus gouzañvet ar faskouriezh)

Pouezañ a reas an eil rummad war labour ha program Soviediz : tresadennoù pontoù gant al lugan ‘’WIR BAUEN BRÜCKEN’’ (= ‘’Ni a sav pontoù’’). Nann-kranellet e oa an holl dimbroù ar wech-mañ.

Poltredoù all Goethe ha Schiller a c’heller gwelet war ar blok savet e 1946 evit rastellat arc’hant da adsevel C’hoariva Broadel Weimar, asambles gant hini Liszt ha hini ar barzh Christoph Martin Wieland.

E 1948 e voe lakaet er-maez timbroù da vezañ implijet en holl dakadoù dindan beli Soviediz, ha ne oa ket mui timbroù "rannvroel", ha diwezhatoc’h (e 1950) e teuas war-wel Republik Demokratel Alamagn ha Thüringen ul lodenn anezhi.


Poltred Goethe(1945

Timbroù Alamagn – Melestradurezh Kevredidi an Eil Brezel-bed