Mont d’an endalc’had

Timbroù Rodezia an Norzh

Eus Wikipedia
Deiz-ha-bloaz an UPB (1949)
Elesbed II ha Cecil Rhodes (1953)

Krouet e voe Rodezia an Norzh e 1911 diwar unvaniezh Rodezia ar Gwalarn ha Rodezia ar Biz, tiriadoù meret abaoe 1899 gant ar British South Africa Company, ur gompagnunezh prevez, gant an den a afer saoz Cecil Rhodes en he fenn. Hennezh eo a roas e anv d’ar vro (Rhodesia e saozneg) na oa ket dizanv koulskoude.

Dont a reas da vezañ bro-warezet gant ar Rouantelezh-Unanet e 1924 pa voe savet Rodezia ar Su ivez.

D'ar 1añ a viz Ebrel 1925 e voe embannet timbroù kentañ Rodezia an Norzh, warno an alc’hwez NORTHERN RHODESIA ha tresadennoù ar vuhez gouez en Afrika : olifanted hag ur jirafenn… ha penn ar roue George V er c’hreiz. Adembannet e voent e 1938 gant penn George VI avat. Gant an hevelep alc’hwez e kaver timbroù ar rummadoù-lidañ boas eus trevadennoù an Impalaeriezh saoz : Trec’h an Eil Brezel-bed (1946), 75vet deiz-ha-bloaz Unvaniezh Postoù ar Bed (1949)….

Pa varvas ar roue Jorj VI e miz C'hwevrer 1952 e pignas Elesbed II war an tron, hag embannet e voe ur rummad timbroù nevez gant he skeudenn.

E 1953 e voe lakaet e gwerzh ur rummad pemp timbr-lidañ kentañ a verke 100vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Cecil Rhodes. Un timbr all a voe embannet an hevelep deiz evit brudañ Diskouezadeg Kantved Rhodes ( Rhodes Centenary Exhibition) a c'hoarvezas e Park Bulawayo (Rodezia ar Su) hag a voe digoret war an ton bras gant Elizabeth Bowes-Lyon, mamm ar rouanez. Embannet e voent d’an 30 a viz Mae gant poltred Elesbed II, daoust dezhi bezañ kurunnnnet d’an eil a viz Even…

Evit an trede gwech e voe moullet (e 1953) timbroù ar bloaz 1925 (olifant ha jirafenn) gant penn ar rouanez nevez.

Un nebeud mizioù goude hepken e voe tennet an timbroù-se kuit eus ar werzh ha lakaet en o lec’h timbroù Kevread Rodezia ha Nyasaland, ar framm nevez a vode Rodezia an Norzh, Rodezia ar Su ha Nyasaland dindan renerezh Breizh-Veur. E-pad ur prantad-amzer berr e veze aotreet ober gant timbroù Rodezia an Norzh e kement tiriad suj koulskoude.

D'an 10 a viz Kerzu 1963, da lavaret eo un toullad devezhioù a-raok fin ar c’hevread, e tivizas ar velestradurezh lakaat moullañ ur rummad timbroù gant poltred ar rouanez ha skoed-ardamez ar rannvro. Savet diwar dizh gant an embregerezh Harrison & Sons Ltd, an timbroù-se a voe savet a-dreuz gant fazioù niverus : diouer a livioù, talvoud-gwerzh disoñjet… 96 timbr-post a voe savet dindan anv Rodezia an Norzh etre 1925 ha dibenn 1963.

D'an 23 a viz Here 1964 e voe embannet e oa dizalc’h Rodezia an Norzh dindan anv Republik Zambia.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]