Timbroù Rhodesia ha Nyasaland
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Etre 1953 ha 1963 e sav Rhodesia ar Su ha gwarezvaoù Rhodesia an Norzh ha Nyasaland ur c'hevread hanter zizalc’h, dindan aotrouniezh ar Rouantelezh-Unanet, hag a zo anavezet dindan anv a gKevread Kreiz Afrika (« Central African Federation » pe CAF e saozneg). Dre ziazezañ an hevelep kenemglev etre ar broioù-se e fell d’ar Saozon sevel ur Stad stabil tonket da vezañ un Dominion e-barzh Kenglad ar Broadoù. Tarzhañ a ra an unvaniezh d’ar 31 a viz Kerzu 1963 dre youl broadelourien afrikan ha da heul divizoù an aozadurioù etrebroadel. Dizalc’h eo Rhodesia an Norzh dindan anv Zambia ha Nyasaland dindan anv ar Malawi. Rhodesia ar Su a vo anvet Zimbabwe dizale.
An timbroù embannet zo warno an alc’hwez « Rhodesia & Nyasaland ».
- Gwelout Timbroù Nyassaland
- Gwelout Timbroù Rhodesia an Norzh
- Gwelout Timbroù Rhodesia ar Su