Mont d’an endalc’had

Timbroù Nandgam

Eus Wikipedia

Nandgam a oa ur stad-briñselezh indian gwarezet gant ar Rouantelezh-Unanet e fin an XIXvet kantved. Emañ bremañ e Stad Madhya Pradesh (Republik India).

Timbr Nandgam (1892)
Timbr Nandgam (1893)

Un toullad timbroù a voe embannet er vro eus 1892 betek 1894.

War ar c’houblad timbroù kentañ e lenner FEUDATORY STATE RAJ NANDGAM O R. Talvoud-gwerzh an timbr a liv glas a save da ½ anna, ha 2 anna an hini ruz.

Ar gerioù e saozneg zo aet da get war an eil rummad. Dreistmoullet e voent e 1894 gant ar pennlizherennoù M.D.B. a dalveze "Machant Balram Das", anv ar Raja e penn ar briñselezh.

Pennad kar :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]