Mont d’an endalc’had

Timbroù Namibia

Eus Wikipedia

Timbroù Namibia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbroù ar Broadoù-Unanet 1975
Timbroù ar Broadoù-Unanet 1975

En XXvet kantved ez eo chomet Namibia dindan dalc’h stadoù estren. Trevadennet e voe gant Alamagn a-raok ar Brezel-bed Kentañ a roas dezhi an anv Deutsch Südwest-Afrika (= "Afrika ar Mervent"), ha fiziet e voe he melestradurezh e Suafrika etre 1922 ha 1989. Goude un hir a stourm ha votadegoù Aozadur ar Broadoù Unanet e oa bet embannet dizalc’hiezh Namibia e 1989.

Un heuliad 15 skeudenn diwar-benn mein ha mengleuzioù a yae d’ober an timbroù diwezhañ moullet gant melestradurezh Suafrika e Mervent Afrika e 1989. Un tammig a-raok o embann e 1990 e voe dizalc'h tiriad Namibia. Dre ma oa nevez an timbroù e voe miret an darn vrasañ eus an tresoù, an anv hepken a voe cheñchet : dilezet e voe ar c'huprit hag ouzhpennet e voe ar willemit evit er rummad namibian.

Ur gudenn all a oa e oa bet graet ur fazi er reollun gimiek eus ar boltwwodite. Reizhet e voe dra-se war timbr Namibia.

Roet e vez ur plas ledan d’an natur (loened, plant, stêrioù, gweledvaoù ar vro…), d’an hengounioù (gizioù, "roll hengounel ar baotred er gevredigezh"…) war an timbroù. Enoret e vez arzourien, skrivagnerien, edukatourien…) ar vro bep an amzer ivez.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]