Timbroù Mikronezia
Neuz
Ur Stad dizalc’h eo Mikronezia abaoe 1983, anezhi un enezeg savet gant 600 enezenn er Meurvor Habask, anavezet dindan anv an Inizi Caroline e-pad ar prantad-amzer m’eo bet dindan beli Spagn (1886-1899), Alamagn (1899-1914), Japan (1914-1944) hag ar Stadoù-Unanet (1944-1984).
Degemeret eo bet Stad Kevredadel Mikronezia en Aozadur ar Broadoù Unanet e Miz Kerzu 1990.
Timbroù ar Stadoù-Unanet a voe implijet etre fin an Eil Brezel-bed ha 1983. Dindan an anv Mikronezia ez eus bet embannet, a vloaz da vloaz, kalzik rummadoù timbroù gouestlet d'al loened, da dudennoù vrudet en Istor, da livadurioù arzourien Europa, da Elvis Presley, hag all.