Timbroù Lemnos
Neuz


Trec'h e voe Kevre ar Balkanioù war an Impalaeriezh Otoman e Brezel kentañ ar Balkanioù, pezh a lakaas meur a diriad eus gevred Europa da vezañ tennet diouzh beli Turkia.
Inizi Mor Egea lec'hiet etre Turkia a-vremañ ha Bro-C'hres a voe aloubet ha staget diwezhatoc'h (e 1912) ouzh Rouantelezh Bro-C'hres.
Enez Lemnos a embannas un nebeud timbroù e 1911-1912 : timbroù gresianek eus penn-kentañ ar c'hantved e oant, moullet warno ΛHMNOΣ e liv du pe ruz (= LEMNOS). Kavet e vez ivez dreistmoulladrurioù fazius (AHMNOΣ), dreistmoulladurioù doubl pe war an tu gin.
Timbroù Gres a voe implijet goude 1912.