Mont d’an endalc’had

Timbroù Kongo Grenn

Eus Wikipedia
Rummad Loupard (1907)

Gant un dekred embannet miz C’hwevrer 1906 e tivizas Gouarnamant Bro-C’hall adframmañ trevadennoù anvet « Kongo Frañs » betek-henn dre ziazezañ, diouzh un tu, trevadenn Gabon (kêr-benn : Libreville) ha diouzh an tu all Kongo Grenn (kêr-benn : Brazzaville), enno tiriadoù Kongo, Oubangui-Chari ha Tchad.

E 1907 e voe adembannet ar rummadoù timbroù Loupard pe Maouez Bakalai gant ar meneg MOYEN CONGO ha n’eo mui CONGO FRANÇAIS a lennemp war ar re embannet e 1900. An hevelep timbroù a voe dreistmoullet AFRIQUE EQUATORIALE FRANÇAISE e 1924 ha 1926. Ar framm melestradurel ijinet e 1910 evit bodañ peder zrevadenn afrikan ar Republik. Dindan e anv e voe moullet timbroù etre 1936 ha 1958.

Timbr ar bloaz 1924
Maouez Bakalai (1925)

Ur rummad diwezhañ (e 1933) a lakaas war-wel savadurioù heverk ar vro : pont-meur Mindouli, Ensavadur Pasteur ha Palez ar Gouarnour e Brazzavile. Tro 87 timbr gant an alc’hwez MOYEN CONGO a voe moullet etre 1907 ha 1933. Graet e voe gant timbroù Afrika ar C'heheder C'hall da c’houde, ha gant re Republik Kongo pa dapas an dizalc’hiezh e 1959.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]