Mont d’an endalc’had

Timbroù Kolombia Breizh-Veur hag Enez Vancouver

Eus Wikipedia
Timbr kentañ Kolombia Breizh-Veur (1861)
Timbr Enez Vancouver (1865)

Emañ Kolombia Breizh-Veur hag enez Vancouver e kornaoueg Kanada. A-raok dont da vezañ ur broviñs e oant trevadennoù eus ar Rouantelezh-Unanet.

Un timbr a voe embannet dindan anv British Columbia and Vancouver Island e 1861, o kinnig poltred ar rouanez Victoria.

E 1865 avat e voe embannet daou rummad disheñvel : unan gant an alc'hwez VANCOUVER ISLAND, egile gant BRITISH COLUMBIA POSTAGE, warno tresadenn ur gurunnenn hag al lizherenn V (diouzh Victoria). Adembannet e voe an eil rummad-se e 1868-71.

Timbroù Kanada a vez graet gante abaoe 1871.