Timbroù Kastellórizo

Eus Wikipedia
Timbroù Gres, Frañs hag Italia

Emañ enezenn c’hresian Kastellórizo e reter pellañ ar Mor Kreizdouar, e-kreiz un hent etre Enez Rodos hag Antalya mui pe vui. Anvet eo Καστελλόριζο e gresianeg, Meis e turkeg, Castelrosso en italianeg ha Kastelorizo e saozneg.

A-raok diskar an Impalaeriezh Otoman ha fin ar Brezel-bed kentañ e voe dalc'het an enezenn gant arme Frañs eus ar 24 a viz Kerzu 1915 betek an 21 a viz Eost 1920. Bombezet e voe gant Turkia e 1917.

Arme Frañs a embannas e 1920 timbroù gall ar Reter-Nesañ (« Levant ») dreistmoullet "B.N.F." evit Base Navale Française, gant "O.N.F. Castellorizo" diwezhatoc’h (O.N.F. evit Occupation Navale Française) hag erfin OF CASTELLORISO skrivet a-blom (OF evit Occupation Française).

An holl dimbroù-se — war-dro 50 skouerenn zisheñvel — zo rouez ha klasket aketus gant an dastumerien bremañ, hag uhel eo o friz neuze.

Etre an 21 a viz Eost 1920 ha kreiz ar bloaz 1944 e voe dalc'het an enezenn gant Italia.

Timbr italian 1924

Adalek 1922 e krogs an Italianed da zreistmoullañ o zimbroù gant CASTELROSSO. E 1923 e teuas er-maez ur rummad pemp timbr kartenn ar vro warne e-kichen banniel Italia. Timbroù ar vammvro zreistmoullet eo a voe implijet goude-se, da skouer an hini gouestlet da Francesco Ferrucci e 1930 ha hini [[Giuseppe Garibaldi moullet e 1932.

Etre kreiz 1944 hag an 22 a viz Meurzh 1945 e voe dalc'het an enezenn gant arme ar Rouantelezh-Unanet. Meret e voe gant ar velestradurezh saoz betek ar 15 a viz Gwengolo 1947.

E dibenn 1947 e voe tro ar velestradurezh c'hresian da embann timbroù dreistmoullet « Καστελλόριζο » evit an enezenn. Staget e voe Kastellórizo ouzh an tiriad broadel da vat d’an 22 a viz Meurzh 1948.