Timbroù Inizi Mariana


Emañ an Inizi Mariana er Mor Habask, er su da Japan, hag en norzh da C'hinea-Nevez.
Trevaden Bro-Spagn e oa an enezeg betek 1898 pa darzhas ar brezel etre ar rouantelezh ha Stadoù-Unanet Amerika. E 1899 e rankas Spagn gwerzhañ Enez Guam (mui Puerto Rico hag ar Filipinez) d’an Amerikaned hag an inizi Mariana an Norzh da Alamagn. Diabarzhet e voent ez-ofisiel e gwarezva Ginea-Nevez alaman, un darn a-bouez eus an Impalaeriezh alaman.
Aloubet e voent gant armeoù Japan e 1914 ha savet bazennoù evit al lu eno.
E-kerzh an Eil Brezel-bed ma savas tal-ouzh-tal nerzhioù Japan ouzh re ar C'hevredidi e voe gounezet an inizi Mariana gant ar Stadoù-Unanet e 1944. Dont a reas an enezeg da vezañ anvet Commonwealth of the Northern Mariana Islands ha fiziet enni statud ur tiriad nann-enframmet er Stadoù-Unanet.

Ur rummad timbroù hepken a voe embannet gant melestradurezh Spagn e 1899, pa veze implijet timbroù Filipinez hep an disterañ meneg ispisial betek ar bloaz-se. Dibabet e voe dreistmoullañ timbroù Filipinez ar bloaz kent (poltred ar roue Alfonso XIII pa oa ur bugel) gant ar gerioù MARIANAS ESPAÑOLAS, e-barzh ur skoedenn. C’hwec’h timbr a voe embannet hepken, dezho un talvoud-gwerzh a save eus 2 c (liv glas) da 15 c. (liv olivez).
Diwar atiz ar velestradurezh e teuas e-maez timbroù alaman dreistmoullet gant Marianen. Moullet e oa bet a-dreuz an anv hag hervez an timbroù e oa stouet mui pe vui (56° pe 48°, rouez-kenañ). E 1900 e voe embannet 13 timbr eus ar rummad Hohenzollern a gaver e pep trevadenn eus an impalaeriezh.
Graet e vez gant timbroù Stadoù-Unanet Amerika abaoe dibenn an eil Brezel-bed.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ‘’Les timbres du Pacifique allemand : les Mariannes’’ gant P.J.M. in ‘’Timbres Magazine’’ nn 128 miz Du 2011 p. 42-44.