Timbroù Hyderabad


Hyderabad, pe Nizamat Hyderabad a oa ur Stad dizalc'h kozh, bras ha pinvidik e kreiz ledenez India. Renet e voe gant un “nizam” muzulman, da lavaret eo ur penntiern en Impalaeriezh Voghol, etre 1724 da 1950. Gwarezet e oa ar Stad gant ar Rouantelezh-Unanet evel Stadoù-priñselezh all ar Raj adalek 1798.
Timbroù a voe embannet gant melestradurezh Hyderabad e 1869 da gentañ, warno lizherennoù e yezh ar vro. Ouzhpennet e voe “Post Stamp” war ar re embannet etre 1871 ha 1905.
Sklaeroc’h evit ar melestradurezhioù estren e oa an timbroù embannet e 1927 : lenn a reer H.E.H. The Nizam’s Government er c’hreiz.

Goude an Eil Brezel-Bed e teuas er-maez an timbr nemetañ warnañ an anv HYDERABAD. Savet eo bet evit lidañ fin ar brezel ha distro ar soudarded d'ar gêr. Erlerc’hiet e voe e 1947 gant ur rummad o kinnig savadurioù heverk gant ar meneg “H.E.H The Nizam’s Government Postage”.
E miz Eost 1947 e voe embannet dizalc’hidigezh India met an Nizam Asaf Jah VII a felle dezhañ adtapout dizalc'hiezh e vro, pezh a voe nac’het gant Gouarnamant New Delhi. Aloubet e voe Hyderabad emiz Gwengolo 1948 gant arme India ha staget outi evel ur Stad eus Unaniezh India.