Timbroù Hawaii

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Timbr ar visionerien
Ar roue Kamehameha

Un enezeg lec’hiet e kreiz ar Meurvor Habask eo Hawaii. Ur rouantelezh dizalc’h eo betek 1893, pa zeu a-benn ur strollad trevadennourien amerikan da ziskar ar monarkiezh hag embann ar Republik (1893-1899). Tiriad ar Stadoù-Unanet eo Hawaii e 1899-1900. Ur rann eus Stadoù-Unanet Amerika eo abaoe 1900.

D’ar 21 a viz Kerzu 1850 e tigor Burev-post kentañ Hawai, a-drugarez d’an Ao. Henry M. Whitney, pennrener melestradurezh ar Postoù abaoe ar 1añ a viz Kerzu. Dre ziouer a frammoù a-ratozh, emañ ar burev e ti ar valtouterien (“Customs House”), e porzh Honolulu. Ne oa timbr ebet d’ar c’houlz-se, ha dav eo bet gortoz ar 1añ a viz Here 1851 evit arvestiñ ar re gentañ-tout, lesanvet “Timbroù ar visionerien” (“Missionaries” e saozneg). Priz ar gasadenn a vez dornskrivet gant liv du, war du dehou ar golo-lizher alies. Kas ul lizher tramor a goust kêr-ruz : 42 "cents" evit ul lizher kaset da New York. Digoust eo ar gasadenn etre inizi an enezeg hag e Hawaii avat.

Da diegezh Roue an enezeg e vez gouestlet an timbroù all, embannet e Hawaii betek 1893, dindan ar meneg « Hawaiian Postage » pe « Hawaii » hepken. Timbroù gant an alc’hwez « Hawaiian Islands Postage » a vez moulet e 1899-1900, ha re Stadoù-Unanet Amerika a vez implijet eno abaoe 1900.