Timbroù Hannover

Eus Wikipedia
Timbr Hannover - 1850-51
Timbr Hannover - 1859

Emañ Bro-Hannover e kreiz Alamagn an Norzh. Ur Rouantelezh dizalc'h e oa etre 1814 ha 1866.

Etre 1850 ha 1864 ez eus bet embannet un 40 timbr bennak. War an darn vrasañ anezho e weler ardamezioù ar vro, talvoudegezh-gwerzh pep hini e o vezañ kreiz an dresadenn. War ar rummad embannet e 1859 e tizoloer poltred ar Roue George V.

Goude ar brezel etre Aostria ha Prusia (e 1866) eo staget Rouantelezh Hannover ouzh Prusia. Ur rann eus Saks-Izel e kreiz Republik Kevreadel Alamagn eo bremañ.