Timbroù Euskal Herria

Anvet eo bet « Brezelioù ar garlouriezh » ar brezel diabarzh a darzhas er stad Spagn etre difennourien ar rouanez María Cristina, diouzh tuad ar frankizourien, ha Don Carlos a save a-du gant ur vonarkiezh absolut. Diouzh e du e oa darn vrasañ pobloù Euskadi ha Katalonia a grede e tifennfe pe adsavfe hennezh frankizoù hengounel ar broioù-se.
E-kreiz Trede Brezel ar Garlouriezh e voe embannet eus 1873 da 1875 un nebeut timbroù gant ar Garlourien en Euskadi. War bep hini anezho e oa bet skeudennaouet poltred Don Carlos. FRANQUEO ESPAÑA a lenner war an timbr kentañ, liv glas anezhañ, ha DIOS PATRIA REY ESPAÑA war an timbroù savet diwezhatoc’h. Ne oa meneg ebet eus Euskadi warno, despet dezho bezañ bet implijet e proviñsoù Euskadi ha Navarra.
Timbroù lec'hel a zo bet embannet gant ar frankoourien da vare Brezel diabarzh Spagn, da skouer e Bilbao, Donostia ha Vitoria.
E-pad an XXvet kantved ez eus bet embannet pegsunioù dindan anv Euskal Herria gant an emsav broadelour.