Timbroù Elobey, Annobón ha Corrisco
Inizi bihan Elobey, Annobón ha Corisco zo bet trevadennoù Spagn e pleg-mor Ginea a-raok bezañ ur rann eus ar Ginea spagnol a vo anvet Ginea ar C'heheder diwezhatoc’h.
En desped d’an niver izel a annezidi ez eus bet implijet timbroù a-ratozh evit an inizi etre 1903 ha 1910. Poltred ar Roue yaouank Alfonso XIII a weler war ar rummad kentañ, 18 timbr anezhañ a gouste etre ¼ kentim ha 10 pesetas. Ur sifrenn e ruz a gaver war gein pep timbr. Advoullet eo ar rummad gant ar meneg « 1905 » .
E 1906 e tro talvoudegezh an timbroù 1c, 2c, 3c et 4c da 10c, 15c, 25c ha 50c gant ma ‘z int soulgarget (ar priz nevez nevez hag ar bloaz).
E 1907 e teu er-maez ur rummad nevez gant poltred ar Roue koshoc’h hag ar sifrenn ruz a-dreñv dalc’hmat.
72 zo bet embannet en holl a-raok na vefe implijet Timbroù Ginea spagnol goude 1910.
Emañ Elobey, Annobón ha Corrisco e Stad Ginea ar C'heheder hiriv.