Timbroù Cyrenaica

A-gozh ez eo savet Libia diwar teir rannvro : Tripolitania, Fezzan ha Cyrenaica e reter ar vro.
Aloubet e voe Cyrenaica gant an Italianed e-pad ar brezel a darzhas etre o bro ha Turkia e 1911. D’an 18 a viz Here 1912 e asantas an Impalaeriezh Otoman fiziañ Cyrenaica e Rouantelezh Italia ha d'ar 17 a viz Mae 1919 e voe lakaet Cyrenaica da vezañ un drevadenn italian.

Benghazi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1901 e oa bet digoret ur burev-post italian e Benghazi. Timbroù italian dreistmoullet gant BENGASI a veze implijet e kêr vrasañ Cyrenaica, an eil kêr vrasañ e Libia goude Tripoli.
Trevadenn Italia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus 1923 da 1934 e voe embannet timbroù evit Cyrenaica, a voe implijet war un dro gant re Libia italian. An timbroù kentañ a oa re Italia dreistmoullet gant ‘’’CIRENAICA’’’. Kavet e vez stummoù liesseurt eus an anv-se, gant lizherennoù bihan pe vrasoc’h, tev pe voan.
Adalek 1930 e paouezas Postoù Italia da zreistmoullañ timbroù italian, ha dibab a reas kentoc'h moullañ timbroù ispisial da werzhañ e-barzh an drevadenn. Un heuliad a zo gouestlet da 25vet deiz-ha-bloaz Ensavadur al Labour-douar en Trevadennoù hag unan all a vrudas Eil Diskouezadeg Arzoù an Trevadennoù (1934).
Un toullad timbroù evit ar postoù dre-nij a voe embannet ivez, en o zouez ar re a vrude beaj an aerlestr Graf Zeppelin da Rio de Janeiro (Brazil) e 1933 goude brezañ tremenet en Italia. Unvanet e voe Tripolitania, Cyrenaica ha Fezzan e-barzh ur framm melestradurel e 1934 ha timbroù trevadenn Libia italian a voe graet ganto.
Aloubadeg ar Rouantelezh-Unanet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbroù Breizh-Veur dreistmoullet gant M.E.F. (Middle East Forces = Nerzhioù ar Reter-Nesañ) a voe implijet eus 1943 da 1948 goude aloubadeg ar rannvro gant ar Saozon, e-pad an Eil Brezel-bed. Adalek ar 1añ a viz Kerzu 1948 e voe implijet an timbroù dreistmoullet B.M.A. TRIPOLITANIA.
Emirelezh Cyrenaica
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anavezout a reas Cyrenaica ur prantad-amzer berr a emrenerezh diabarzh eus 1949 da 1951, pa voe anavezet an emir Mohammed Idris Al-Senussi gant ar pennadurezhioù saoz. Lakaet e voe un termen d’an emirelezh d’ar 24 a viz Kerzu 1951 pa droas Idris Al-Snussi da roue Libia.
E 1949 voe lakaet e gwerzh gant ar Saozon ur rummad timbroù boutin gant skeudenn ur mehari gant an alc’hwez ‘’’POSTS OF CYRENAICA’’’ ha 7 timbr-taos.