Timbroù Costa Rica


Costa Rica zo ur vro eus Kreizamerika. Harzoù he deus gant Nicaragua en norzh, Panama er gevred, ar Meurvor Habask er c’hornaoueg hag er su, hag ar Mor Karib er reter. Trevadennet gant ar Spagnoled eus ar XVIvet kantved betek an XIXvet kantved e teuas Costa Rica da vezañ ur republik dizalc'h e 1821.
Produiñ a ra Costa Rica he zimbroù hec'h-unan abaoe 1862. Ar rummad kentañ a ziskoueze skoed-ardamez ar vro (bigi dre-lien ha menezioù) hag a voe moullet gant an embregerezh American Bank Note Co., ennañ pevar zimbr : "Medio Real" (glas), "Dos Reales" (ruz), "Cuatro Reales" (gwer), hag "Un Peso" (orañjez).
E 1883 e voe dilezet ar real ha lakaet ar peso da vezañ rannet e centavo. Da heul ar cheñchamant-mañ e voe dreistmoullet rummad 1862 gant talvoudoù-gwerzh nevez : 1 centavo, 2 centavo, 5 centavo (war an timbroù Medio Real), 10 centavo (war hini Dos Reales), hag 20 centavo (war hini Cuatro Reales).
Gant an timbroù kentañ embannet e voe enoret prezidanted Costa Rica : Bernardo Soto, Juan Mora Fernández, Braulio Carrillo Colina, Jesús Jiménez Zamora… diwar skouer melestradurezh ar Stadoù-Unanet.
E 1900 tivizas Cost Rica kaout ur moneiz nevez anvet Colón. Er bloaz war-lerc’h eo e voe lakaet e gwerzh an timbroù gant ur priz e colón, met an dud a gendalc’has da implij an timbroù kozh e-pad meur a vloaz. Divoneizet e voe ul lodenn eus an timbroù kentañ dre voullañ warno pemp linenn a-stur.
E 1922 ec'h emezelas Costa Rica da Unvaniezh Postel Amerika, Spagn ha Portugal evel meur a stad e Kreiz hag e Su Amerika.
Dibabet he deus melestradurezh postoù Costa Rica embann un niver izelek a dimbroù. Etre 1862 ha 1962 e voe embannet 260 timbr evit ar postoù diabarzh, met war-dro 340 evit ar postoù dre-nij avat.


Gouel Nedeleg a veze danvez nemetañ (pe dost) an timbroù embannet eus 1963 da 1982. War liesseurtaat ez eas un tamm temoù an timbroù goude ar bloavez-se : an natur (evned, plant, logod-dall, balafenned…), ar pezhioù artizanel rakkolombian, ar C’hoarioù Olimpek (e 1984 e Los Angeles), SOS Keriadennoù ar vugale, ar rummad America – UPASP …
Kroget e voe da sevel timbroù-mekanik e 1995.
Guanacaste
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da-heul ur votadeg e 1824-1825 e voe staget tiriad Guanacaste ouzh Costa Rica. E 1836 e voe aloubet gant nerzhioù Nicaragua ha harluidi eus Costa Rica, met skarzhet e voent ha dalc’het e voe ar rannvro dindan beli San Jose.
Timbroù Costa Rica a voe dreistmoullet gant Guanacaste pe gant GUANACASTE etre 1885 ha 1889.