Timbroù Chambâ




Emañ Stad Chambâ e rannvro an Himachal Pradesh, e hanternoz India.
Etre 1884 ha 1887 ez eus sinet un emglev etre melestradurezh kreiz India (dindan dalc’h ar Rouantelezh Unanet) ha Stadoù bihan Chambâ, Faridkot, Gwalior, Jhind, Nabha ha Patiala hag a aotren servijoù-post ar priñselezhioù da dreistmoullañ timbroù Indez Breizh-Veur gant o anv.
Timbroù a voe embannet gant melestradurezh Chambâ etre 1886 ha 1950. N’eus ket kaoz avat eus timbroù orin, met eus timbroù ar Rouanteelzh-Unanet dreistmoullet gant CHAMBA STATE pe CHAMBA hepmuiken. Tro kant timbr warno poltred Victoria, hini Edouarzh VII, hini George V ha hini George VI adalek 1938. Un toullad Timbroù-servij a voe moullet ivez e-pad ar prantad-amzer.
Daoust d'ar Saozon bezañ asantet reiñ e frankiz da India e viras Chambâ ec’h emrenerezh postel betek ar 1añ a viz Genver 1951, ar c'houlz ma voe diwiriekaet an timbroù. Re Republik India a oa implijet eno abaoe ar 1añ a viz Ebrel 1950 dija.
Timbroù warne CHMABA zo bet moullet, met rouez-tre int avat.