Timbroù Bundi


Ur gêr eus Rajasthan (India) eo Bundi bremañ, pa oa ur vro warezet gant ar Rouantelezh-Unanet en XIXvet kantved.
Timbroù a voe embannet gant ar velestradurezh adalek 1894 : diouzh ur stumm karrezek pe dost, nann-kranellet, warno lizherennoù hindiek hepken, treset e oa en o c’hreiz ur goustilh hengounel. Adembannet e voe a vloaz da vloaz, gant paper tev pe danav betek 1898.
E 1915-30 e teuas er-maez timbroù gant skeudenn ar maharajah Raghubir Singh o terc’hel ur c’hleze, loened a bep tu dezhañ.
Rummadoù kalz modernoc’h o stumm a voe embannet e 1941 ha 1947 : skoed-ardamez ar rouantelezh, poltred ar penntiern Badahur Singh ha gweledva Bundi. Hervez an timbroù eo gwisket ar raja gant dilhad hengounel pe gant lifre un ofisour eus an arme. Evit ar wech kentañ e teue war-wel un alc’hwez e saozneg : BUNDI STATE POSTAGE.
Timbroù India a voe implijet e Bundi goude 1947.
