Timbroù Berlin ar Reter


Goude an Eil Brezel-bed e voe aloubet ar Reich alaman gant armeoù Kevredidi an Eil Brezel-bed, da lâret eo an Unaniezh Soviedel, Stadoù-Unanet Amerika, ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall.
Berlin, anezhi kêr-benn Alamagn, a voe rannet e peder lodenn, pep hini anezho dindan kiriegezh velestradurezh ar Gevredidi. Fiziet e voe en Arme Ruz ar giriegezh da verañ ha da ren Berlin ar Reter,, betek ma voe krouet Republik Demokratel Alamagn e 1950, ha lakaet Berlin ar Reter da gêr-benn ar Stad-se.
E miz Eost 1945 e voe lakaet e gwerzh timbroù rannrvroel e-barzh an takadoù dindan dalc’h ar Soviediz, ha moullet e voe ur rummad da vezañ implijet e Berlin ar Reter, gant an alc'hwez STADT BERLIN( = Kêr vBerlin)
An eizh timbr a yae d’ober ar rummad a ginnige skeudenn un arzh war-sav, o terc’hel ur bal, o sevel ur voger, o tougen ur blanken… Arouez ar gêrbenn eo an arzh, emañ war skoed-ardamez Berlin abaoe pell.
Pa voe savet Alamagn ar Reter e voe graet gant timbroù ar vro gant annezidi Berlin ar Reter, tra ma veze embannet timbroù isipisial e Berlin ar C’hornaoueg betek 1990.