Timbroù Benin
Emañ an Dahomey e kornaoueg Afrika, etre Togo, Nigeria, Niger ha Burkina Faso. Trevadennet gant Bro-C’hall e teuas da vezañ ur vro dizalc’h e miz Eost 1960.
Anvet eo bet Benin e 1975.
Trevadenn ar Benin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1851 e sinas gouarnamant Bro-C'hall ur feur-emglev a genwerzh hag a vignoniezh gant roue Porto-Novo, Toffa 1añ e anv, anezhañ gwaz roue Glélé an Dahomey. Gant feurioù-emglev 1868 ha 1878 e voe roet rannvro Cotonou da Vro-C'hall. Gant ar soñj en em wareziñ diouzh c'hoantoù ledanaat an Dahomey e voe skoulmet un emglev-difenn nevez etre Frañs ha Porto-Novo e 1883. Pa voe taget Cotonou gant arme ar roue Béhanzin e 1890 e kavas aze Frañs un digarez evit aloubiñ ar vro ha lakaat un termen da rouantelezh an Dahomey. Unvanet e voe trevadennoù gall Porto-Novo ha Dahomey.
E-pad ar prantad amzer berr etre 1892 ha 1894 e voe embannet timbroù an Trevadennoù Gall dreistmoullet gant BENIN ha re ar rummad Navigation et Commerce dindan an anv GOLFE DE BÉNIN.
Dahomey
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adembannet e voe ar rummad diwezhañ-mañ e 1899 gant an alc’hwez DAHOMEY ET DÉPENDANCES, ha war baper liv etre 1901 ha 1905.
Heuilet e voe gant an timbroù a gvemp e-barzh an trevadennoù gall en Afrika : ar Jeneral Faidherbe, ur wezenn-balm, ar Gouarnour Noël-Eugène Ballay (1906-1907) ha diwezhatoc’h Diskouezadeg Etrebroadel Paris (1931), Pierre ha Marie Curie (1938), 150vet Deiz-ha-Bloaz Dispac’h Bro-C’hall (1939)…
Afrika ar c’hornaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Edo Dahomey er framm melestradurel Afrika ar C'hornaoueg C'hall evel ul lodenn vat eus trevadennoù Frañs en Afrika abaoe 1904, ha timbroù gant ar meneg AFRIQUE OCCIDENTALE FRANCAISE pe AOF a voe implijet neuze betek 1960.
E 1941 e teuas er-maez timbroù ispisial a lakae war-wel evit ar wech kentañ broidi an Dahomey, ur geriadenn, al lenn Nokoue... War dimbroù ar rummad kentañ e weler al lizherennoù RF (aet eo ar Republik da get e 1940 koulskoude) e-kichenn DAHOMEY skrivet gant lizherennoù a vent vras. Aet eo an arouez diwar-wel war an eil rummad avat (Difenn an Impalaeriezh) ha war adembannadur skeudenn ar geriadenn "pinvidikaet" gant poltred ar Marichal Pétain...


Republik dizalc’h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D’ar 1añ a viz Eost 1960 e voe embannet dizalc’hidigezh Dahomey ha REPUBLIQUE DU DAHOMEY a voe alc’hwez nevez timbroù ar Stad nevez.
Gant melestradurezh ar Postoù e voe dibabet brudañ herezh ha sevenadur ar vro : artizanelezh, tudennoù (belegez, plac’h yaouank, paotr-saout…), dañsoù hengounel… Degouezhoù zo a voe brudet ivez : abadennoù sport en Abidjan, 160vet deiz-ha-bloaz marv Toussaint Louverture, 18vet deiz-ha-bloaz an UNICEF…
Tra ma oa voe moullet nebeutoc’h eget 200 timbr boutin etre 1960 ha 1974 e voe un tamm diroll ar velestradurezh pa embannas kement a timbroù evit ar postoù dre-nij, a-ratozh evit marc'had an dastumerien kredapl. Bras e oa an timbroù, hag o plediñ gant temoù a blije d’an dastumerien sañset : livadurioù savet gant arzourien Europa, tudennoù istorel Europa pe Amerika (De Gaulle, Napoleon, Louis Blériot), ar C’hoarioù Olimpek…
E 1975 e voe cheñchet anv ar vro a yeas da vezañ BENIN a nevez.