Mont d’an endalc’had

Timbroù Belize

Eus Wikipedia
Pesk Tilapia mossambica (1973)

Un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet e oa Honduras Breizh-Veur eus 1866 da 1964, pa voe tapet ganti ur statud emrenerezh. Belize e voe adanvet an tiriad e 1973 ha dont a reas da vezañ ur stad dizalc'h d'an 21 a viz Gwengolo 1981.

E 1973 e teuas er-maez timbroù ar bloavezhioù 1968-1969 eus Honduras Breizh-Veur dreistmoullet gant BELIZE. Heuliet e voe ar rummad-se gant ur c’houblad timbroù embannet da vare lid-dimeziñ ar briñsez Anne hag ar c’habiten Mark Philips gant an alc’hwez Belize.

Arouez ar rouantelezh saoz (poltred Elesbed II, lizherennoù E. R. dindan ur gurunenn) a veze gwelet e korn pep timbr betek 1981. Dalc’het e voe liammoù start gant Breizh-Veur goude – ezel eo Belize eus Kenglad ar Broadoù – ha kalzig timbroù embannet er bloavezhioù 1980 a rae anv eus tiegezh ar rouanez : deiz-ha-bloaz Diana Spencer (1982), roueed ha rouanezed (1984), 60vet deiz-ha-bloaz Elesbed II (1986) … Al loened hag ar plant a ra pinvidigezh ar vro a vez danvez kalz timbroù : laboused, kebell-touseg, balafenned, naered, pesked, orkideoù... Ur rummad nevez a vez embannet da vare gouel Pask bep bloaz.

Pesk Lutjanus analis (1973)

Cayes of Belize

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud timbroù dindan an alc’hwez CAYES OF BELIZE a oa bet embannet gant ar velestradurezh e 1984 ha 1985, hep na vefe un ezhomm sirius. Diskouez a reont loened ha gweledvaoù inizi Belize, 250vet deiz-ha-bloaz ar gazetenn Lloyd list, listri o doa graet peñse, ha 200vet deiz-ha-bloaz ar Breizhad Jean-Jacques Audubon

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]