Mont d’an endalc’had

Timbroù Aruba

Eus Wikipedia
Timbr-pegsun (2013)
Timbr an Antilhez Nederlandat (1943)

Ul lodenn eus an Antilhez Nederlandat eo enezenn Aruba. Unan eus peder rannvro (gant Curaçao, Sant-Martin hag an Izelvroioù en Europa) eo abaoe m’eo bet sinet Karta Rouantelezh an Izelvroioù e 1954.

An timbr kentañ (25 c) gant un alc’hwez Aruba a oa bet embannet d’ar 1añ a viz Genver 1986 pa voe fiziet e Post Aruba N.V. an emrenerezh postel. Timbroù an Antilhez Nederlandat a veze implijet eno betek ar bloaz-se. Savet evit lidañ Bonreizh nevez an enezenn, kinnig a rae kartenn Aruba er Mor Karib.

Liammet eo danvez an timbroù ouzh buhez ha sevenadur an enezenn : laboused, chas, tourioù-tan, gweledvaoù, arzoù-kaer… Izili tiegezh ar roue Willem-Alexander a voe danvez ur rummad timbroù e 2021…

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]