Mont d’an endalc’had

Timbroù Arad

Eus Wikipedia

Savet e oa bet Lu gall ar Reter Nesañ (= Armée française d’Orient, AFO) evit brezeliñ war dalbenn Salonika etre 1915 ha 1918. Divodet e oa bet e 1919 met diwarni e voe savet Arme an Danav, Arme Hungaria hag ar Bagad soudarded kaset da Gergustentin, dindan urzhioù Louis Franchet d'Esperey.

Aloubet e voe Arad, ur gêr poblet gant Hungariz e Treuzsilvania, gant Arme an Danav, hervez feur-emglev Beograd etre Hungaria hag an Emglev tridoubl.

Un toullad timbroù a voe moullet gant an alouber gall : timbroù Hungaria embannet e 1916-17 dreistmoullet gant Occupation Française.

Staget e voe Arad ouzh Roumania, gant asant Bro-C’hall e 1920.