Mont d’an endalc’had

Timbroù Alamagn ar Reter

Eus Wikipedia
Walter Ulbricht (1963)

D’ar 27 a viz Gouere e krogas da vont endro Melestradurezh kreiz alaman ar Servijoù Kehentiñ (Deutsche Zentralverwaltung für das Nachrichtenwesen en alamaneg ) e-barzh an takad aloubadet gant ar Sovieded. Etre ar bloaz 1945 ha 1946 e voe embannet timbroù rannvroel e Berlin ar Reter, Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg, Thüringen, Saksonia met e 1948 e teuas er-maez timbroù a voe implijet e reter Alamagn, dindan beli arme an Unaniezh Soviedel, warno an alc’hwez DEUTSCHE POST.

C’hwitet o doa dilennidi Kevredidi ar C'hornôg ha re an Unvaniezh Soviedel da lakaat e pleustr ur moneiz unan evit Alamagn a-bezh, ha d’ar 21 a viz Even 1948 e voe savet an Deutschmark en Alamagn ar C'hornôg, tra ma veze ijinet un Deutschmark ar Reter d’ar 24 a viz Even. Gant an diviz-se e voe lakaet war-wel disparti etre div lodenn ar vro.

Krouet e voe Republik Kevreadel Alamagn d'an 23 a viz Mae 1949, hag embannet ez-ofisiel Republik Demokratel Alamagn ("Alamagn ar Reter") d’'ar 7 a viz Here 1949. Er Stad nevez-se e voe dalc’het anv ar velestradurezh « Deutsche Post » pa teue da vezañ « Deutsche Bundespost » e RKA ha Deusche Bundespost Berlin e Berlin ar C’hornôg

An timbr kentañ (e 1950) dindan anv Deutsche Demokratische Republik (berraet e DDR) a oa bet savet war batrom ar re a veze embannet abaoe 1948 evit brudañ Foar Leipzig. An treuzkas lizhiri dre nij a grogas e 1950 ivez, gant an Unaniezh Soviedel da gentañ ha gant broioù all goude. An draempredoù etre an div Stad alaman a sente ouzh reolennoù Unvaniezh Postoù ar Bed.

Hervez ar c’hatalog Yvert & Tellier ez eus bet embannet war-dro 2 970 timbr-post gant Alamagn ar Reter etre 1950 ha 1990, hep kontañ an timbroù-servij hag an timbroù dre-nij. Ur sammad bras-meurbet eo, pa ouezer e voe embannet nemet 1 300 timbr e-pad an hevelep koulzad gant ar Bundespost, en ur vro poblet muioc’h koulskoude.

Deiz-ha-bloaz ar Republik (1964)

Un darn vras eus an timbroù embannet a oa gwerzhet d’ar varc’hadourien en estrenvro evit degas teulennoù. Daoust ma oant reizh, ne oa ket bet savet an timbroù-se evit bezañ skignet e-touez an dud dre vras. Ijinet e voe produiñ timbroù a veze moullet un niver izel anezho evit uhelaat o zalvoudegezh en un doare artifisiel. Anvet e oant bet ‘’’Sperrwert’’’ (= talvoud e dalc’h). Ar c’hentañ Sperrwert a voe timbr 5 pfennig gant poltred Friedrich von Schiller e 1955 (Y&T #200). An timbr 25 pfennig eus ar rummad « Kreizennoù-stummañ implijidi ar servij-postoù » (e 1981) a oa unan anezho ivez. Pa voe moullet etre 4.5 milion ha 16 milion a skwerenn eus ar re 5 p., 10 p., 15 p. ha 20 p. ne voe nemet 2 vilion eus an timbr 25 p. (Y&T #2245 ).

Temoù an timbroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar gazetenn Rote Fahne (1958)
25vet deiz-ha-bloaz an dieubidigezh diouzh ar faskouriezh (1970)

Gant an niver bras-kenañ a dimbroù embannet e c’heller kompren e voe liesseurt an danvez skeudennaouet war timbroù Alamagn ar Reter e-pad 40 vloaz. Posubl eo renkañ an temoù dre renkadoù :

  • Politikerezh : ur renad sokialour e oa hini Republik Demokratel Alaman, savet war dismantroù ar faskouriezh, gant skoazell an Unvaniezh Soviedel. Lidet e veze bep an amzer deiz-ha-bloaz ar Republik, harozed hag harozeded pe brederourien ar sokialouriezh (Karl Marx, Lenin, Karl Liebknecht, Ernst Thälmann…), politikerezh ar gouarnamant (ar Raktres Pembloaziek, kendalc’h ar Peoc’h…), mignoniezh gant ar broioù sokialour all (Sina, Rusia, Tchekoslovakia, Viet Nam…), mont en dro ar strollad komunour S.E.D. … Poltred ar Prezidanted (Wilhelm Pieck ha Walter Ulbricht a voe dibabet da skeudennaouiñ an timbroù-boutin e 1950 hag e 1961.
  • Tudennoù emsav al labourerien : 15 rummad timbroù embannet etre 1974 ha 1990.
  • Sevenadur Alamagn : livadurioù mirdi Dresden, tudennoù (Alexander von Humboldt, Gerhart Hauptmann), gizioù ar vro (1964), savadurioù (1968), kontadennoù hengounel (1970), tourioù-tan (1974)…
  • An Eil Brezel-bed : stourmerien enepfaskour, ar rezistantez c'hall Danielle Casanova, deiz-ha-bloaz dieubidigezh ar c’hampoù-bac’h (1955 ha 1960), savadur-koun Plasenn an Eñvor e Treblinka (1973)…
  • An natur : plantennoù (1974), pesked (1966), evned (1967), jiboez (1968), mein (1969), zoo Leipzig (1978) …
  • An egor hag ar c'henlabour war an dachenn-se gant an Unvaniezh Soviedel (1978).
  • Timbroù-lidañ a bep seurt : tudennoù istorel ar bed holl (Albert Schweitzer, Louis Braille, e 1975, Maksim Gorkiy e 1953 hag e 1968), foar Leipzig
Fleurennoù (1982)

Unvanidigezh Alamagn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant unvanidigezh Alamagn d'an 3 a viz Here 1990 e voe kendeuzet melestradurezh Alamagn ar Reter hag ar Bundespost. Un timbr gouestlet da 42vet c’hendalc’h Kevread Etrebroadel an Aeronaotik e Dresden a voe an timbr diwezhañ embannet gant Alamagn ar Reter. Tennet e oa bet dija al lizherennoù DDR (Deutsche Demokratische Republik) abaoe kreiz ar bloaz, erlerc’hiet gant Deutsche Post. Divoneizet e voe timbroù Alamagn ar Reter d’an 12 a viz Kerzu 1991 d’an diwezhañ.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]