Mont d’an endalc’had

Timbroù Alamagn ar C’hornaoueg

Eus Wikipedia
Timbr-boutin korn-chase(1951)

E 1945 e voe aloubet tiriadoù Alamagn gant armeoù trec'h an Eil Brezel-bed : Stadoù-Unanet Amerika, an Unaniezh Soviedel, ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall, tra ma adkave o frankiz ar broioù aloubet pe staget ouzh an Trede Reich (Aostria, Polonia, Tchekoslovakia h.a.).

E-barzh an tachadoù dindan evezh ar soviediz e voe roet lañs da Republik Demokratel Alamagn e miz Here 1949, tra ma oa bet krouet er c'hornôg Republik Kevreadel Alamagn (en alamaneg BundesRepublik Deutschland pe BRD) d'an 23 a viz Mae 1949. Dalc’het e voe bezañs Alamagn ar Reter hag Alamagn ar C'hornaoueg kichen-ha-kichen betek miz Here 1990, pa voe unanet an div Stad.

Melestradurezh Postoù Alamagn ar C’hornaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a reas an Deutsche Bundespost (Postoù Kevreadel Alamagn) da vezañ an ajañs gouarnamant a rae war dro ar servij postoù ha fiziet enni unwerzh an treuzkas lizhiri ha produiñ timbroù. Degemeret eo bet an anv-se e 1950, pa oa c’hoazh anvet Deutsche Post a-raok.

Kroget e oa bet an argerzh da dreuzfurmiñ an ajañs gouarnamant en un embregerezh foran e 1989 gant disparti ar servijoù hengounel (an dasparzh lizhiri, labour an ti-bank, ar servijoù kemennadennoù).

Prantad-amzer 1949 – 1959

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alamaned ar Reter en harlu (1955)
Gutemberg (1954)

Ar c'houblad timbroù kentañ embannet d'ar 7 a viz Gwengolo 1949 a oa sañset bezañ arouezius : lidañ a rae digoradur Parlamant Republik Kevreadel Alamagn. Moullet dre vaendreserezh e 3 milion a skouerennoù, an timbroù 10 ha 20 pfennig (glas ha ruz) a ziskoueze ur savadur o sevel, daou labourer ha n’eo ket dilennidi en e gichen, dindan an heol.

Simpl ha diardoù e oa ar rummad timbroù-boutin kentañ  : ur sifr er c’hreiz (an talvoud-gwerzh a save eus 2 da 25 pfennig hag eus 30 da 90 pfennig) ha tresadenn arouez ar postoù alaman (ur c’horn-chase), mui ar gerioù Deutsche Bundespost skrivet e-barzh un hirgelc’h. Pep hini a oa ul liv disheñvel diouzh an egile ha brasoc’h ment an timbroù uhel o friz, dezho ur foñs gant linennoù.

Timbroù madoberus a veze embannet ingal a vloaz da vloaz goude ar brezel, ha lakaet e veze an dud da baeañ un dreisttaos evit kaozioù bras : ar re yaouank, an dud en dienez… E 1949 e teuas er-maez ur rummad pevar poltred tudennoù « skouerius » e-kichen ar frazenn HELFT DER FREIEN WOHLFAHRTSPFLEGE DIE NOT ZU LINDERN (Sikour evit ma vo roet skoazell digoust d’an dud ha skañvaat an diaesamantoù). War ar memes patrom e voe moullet eus 1951 da 1960 ar rummad Helfer der Menschheit evit enoriñ Madoberourien Mad-Den evel ar glañdiourez Elsa Brandström (e 1951), ar beleg Sebastian Kneipp (e 1953), Kaethe Kollwitz (e 1954) … E 1956 e voe skeudennoù labourerien ar veingleuz eo a voe dibabet.

An timbroù-lidañ a roe da zerc’hel soñj eus an dud vrudet eus Alamagn war dachenn an arzoù, ar preder hag an teknologiezhioù en amzer wechall : ar barzh Heinrich Heine, ar rabin Leo Baeck (1957), ar skrivagner Thomas Mann, an tresour Wilhelm Busch (1958), an ijinour Rudolf Diesel (1958), ar skiantour Alexander von Humboldt (1959)…

Dre ma n'eo ket neptu Stad war an dachenn relijiel (evel e Bro-C'hall), un toullad timbroù alaman a rae anv eus buhez an ilizoù katolik ha protestant er vro : Kendalc’h an Iliz Avielour alaman (1956), 77vet Gouel-meur ar Gatoliked e Köln (1956), Devezh an Ilizoù Avielour (1959)…

Ral eo an timbroù a ziskouez heuliadoù ar brezel. Un timbr (embannet e 1953) a sache evezh an dud war tonkad ar brizonidi brezel, dalc’het e kampoù en Unaniezh Soviedel. Ur rummad timbroù diwar-benn an hevelep danvez a oa bet savet en Aostria e 1947. E 1955 e teuas er-maez un timbr da geñver 10vet deiz-ha-bloaz harlu ar repuidi eus ar Reter, tra ma voe savet un all e 1956 "evit ma vefe graet war dro ar beredoù milourel" (unan all a voe embannet e 1969).

Poltred Kant (1961)

E 1953 e voe moullet ur rummad timbroù-boutin nevez a ziskoueze poltred ar Prezidant Theodor Heuss, o tont war-lerc’h ar rummad “korn-chase”. Emezelañ a reas Alamagn d’ar C.E.P.T. e 1959, met e 1956 dija e oa bet embannet un timbr ‘’Europa’’ kentañ gant ar postoù, a-unvan gant c’hwec’h stad all.

Prantad-amzer 1960 – 1970

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kabellig ruz (1960)

Emdroet eo bet ar rummad e servij an denelezh e 1959 : ne vez ket lakaet pennoù tudennoù war wel met tresadennoù o skeudenniñ marvailhoù ar vreudeur Grimm : Kabellig Ruz (1960), Gwenn-erc'h (1962), ar Goantenn e Koad ar C'housk (1964)…. Cheñch a reas doare tresañ an timbroù e 1965 hag an alc’hwez Wholfahrtsmarke(= Timbr karitez) a gemeras lec’h dave an denelezh diagent. Kenderc'hel a reas evel-se betek 1967.

D'ar 15 a viz Even 1961 e voe lakaet e gwerzh ar rummad 16 timbr-boutin anvet Alamaned brudet, warno penn treset skrivagnerien (Goethe, Lessing…), sonaozourien (Beethoven, Annette von Droste-Hülshoff, barzhed (Friedrich von Schiller, von Kleist) … bet ganet a-raok an XXvet kantved. Eeun e oa patrom an timbroù : ar poltred mui an anv-den, an talvoud-gwerzh en traoñ (hep menegiñ ar moneiz), hag ar gerioù DEUTSCHE BUNDES POST .

Iliz-veur Kêr Lübeck (1973)

Deiz-ha-bloaz ar gwalldaol (c'hwitet) a-enep Hitler d'an 20 a viz Kerzu 1944 a ginnige un digarez da embann timbroù evit enoriñ an Emsav alaman enep-nazi, gant poltredoù Sophie Scholl, Claus von Stauffenberg... Er bloaz-se ivez e voe roet soñj eus John F. Kennedy, drouklazhet e Dallas e miz Du 1963.

Ur bern danvezioù a bep seurt a denn d'an dimbrawouriezh alaman : al loened, an douristelezh ( daouzek kêrbenn al Länder), ar C’hoarioù Olimpek (Roma e 1960, Tokyo e 1964 ha München ken abred a 1969), an darvoudoù relijiel (devezh an avielourien e Köln e 1965, devezhioù katolik Bamberg e 1966) … Muioc'h a livioù a weler war an timbroù ivez.

Prantad-amzer 1971-1990

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar feur-emglev gall-alaman (1973)
Franz Kafka (1983)

Evit an eil gwech e oa ur prezidant eus ar Republik Kevreadel danvez ur timbroù-boutin. Eus 1971 da 1973 e veze peget poltred Gustav Heinemann war ar golo-lizher alaman, hag e save talvoud-gwerzh ar 21 timbr eus 5 pfennig da 2 mark alaman (DM).

Dic’hortoz eo marteze dizoloeiñ an heuliad gouestlet da riskloù an darvoudoù en tiegezh a voe embannet ivez e-pad ar prantad-se, gant tresadennoù splann-tre : lugell dredan, tangwall, ur blankennoù gant tachennoù, hag all. Gwerzhet e veze an timbroù dindan stumm karnedoù 10 timbr, reoù zo a oa nann-kranellet unan eus ar bordoù a-wechoù.

Ar banniel alaman a zeuas war wel evit ar wech kentañ e 1973 : evit lidañ 10vet deiz-ha-bloaz ar feur-emglev etre Bro-C’hall hag Alamagn e voe moullet ar memes timbr gant un alc’hwez divyezhek war bep tu d’ar Roen. Hag adarre pa voe degemeret Alamagn ar C'hornôg e-barzh an A.B.U., e-kichen banniel glas gant loreenn an ensavadur etrebroadel.

An oberenn savet gant Caspar David Friedrich anvet Gwaz ha maouez oc'h arvestiñ al loar a voe adskeudennet war un timbr evit lidañ kantved deiz-ha-bloaz ganedigezh al livour (e 1974). Gant postoù Alamagn ar Reter a voe moullet an hevelep livadur er memes bloaz. Koulskoude, biskoazh n'eus bet timbroù gant un tres kumun d'an div velestradurezh.

Taolenn Carl Spitzweg (1985)
Unaniezh Alamagn (1990)

Merket eo ar bloavezhioù 1980 gant an niver bras a dimbroù-koun, ha ma vefe evit lidañ deiz-ha-bloaz tudennoù pe darvoudoù eus an istor alaman : 300vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Georg Philipp Telemann ha Carl von Clausewitz e 1981, Robert Koch (1982), Johannes Brahms (1983), 450vet deiz-ha-bloaz al lezenn a zifenn glanded ar bier (1983), marv Ludwig II Bavaria ha hini Frederig II (1986) ….

E 1986 e krogas ar postoù da embann ur rummad nevez anvet Maouezed en Istor Alamagn, alese poltred engravet skrivagnerezed, sonaozerezed (Clara Schuman), sportourezed (Cilly Aussen), prederourezed (Hannah Arendt), sindikalourezed, aktourezed (Marlene Dietrich) … Un timbr pe zaou a veze embannet bep an amzer, betek miz Genver 2003.

Republik Kevreadel Alamagn a lidas he 40vet deiz-ha-bloaz e 1989. D'an 3 a viz Here 1990 e voe deiz unvaniezh Alamagn, hag adunanidigezh Länder ar Reter gant Alamagn ar C'hornôg, o krouiñ un Alamagn unvan.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]