Timbroù Alamagn - Republik Weimar


Echuet e voe gant an Impalaeriezh alaman d'an 9 a viz Du 1918 pa voe dilezet ar galloud gant Gwilherm II en ur sinañ feur-emglev an dilez. An deiz-se, da lavaret eo daou zevezh a-raok fin ar Brezel-bed kentañ, e voe embannet ez-ofisiel ar republik, lesanvet « Republik Weimar » gant an istorourien rak bodet e oa er gêr-se dilennidi ar vro a savas ar vonreizh nevez hag a zilennas Friedrich Ebert da brezidant. Padout a reas ar renad betek 1933 pa voe diskaret an demokratelezh gant Adolf Hitler.
Unvanet e voe melestradurezh postel Alamagn d’ar 1añ a viz Ebrel 1920 goude ma voe roet un termen da vat da emrenerezh Stad Dieub Bavaria ha Rouantelezh Württemberg a embanne timbroù betek ar c’houlz-se.
N’eus merk ebet eus anv ar vro war an timbroù kentañ, moullet e 1919, nemet an alc’hwez Deutsche Nationalversammlung (= Bodadeg Vroadel Alamagn). Timat e teuas er-maez ur rummad adnevesaet eus an timbroù boutin Germania gant un alc’hwez DEUTSCHES REICH e-lec’h REICHPOST. An hevelep alc’hwez a voe dalc’het gant melestradurezh ar Postoù ha ne voe ket graet biskoazh anv eus Republik war an timbroù. Evit ar wech kentañ e save talvoud-gwerzh an timbroù en tu all d’ur mark, pa oa trawalc’h ober gant pfennigoù hepken a-raok.
Eeun e oa an timbroù : ur sifr er c’hreiz pe un dresadenn a skeudenne labourerien ar vro : govien, labourerien-douar, mengleuzerien,.. Diouzh an tu all, an timbroù o doa ur filigran disheñvel, daoust dezho bezañ heñvel-poch o livioù hag o stumm.
E 1922 e teuas war-wel evit ar wech kentañ tresadenn ar c’horn-chase a voe arouez Postoù Alamagn e-pad dekvloaziadoù.
C’hwezhadur ar prizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-touesk ar c’hudennoù a savas goude ar Brezel-bed kentañ e rankas talañ ar gouarnamant nevez ouzh kresk ar prizioù a oa bet kroget a-raok 1919 dija. Kentelius eo gwelet emdroadur talvoud-gwerzh an timbroù etre 1919 ha 1923 evit kompren pegen kreñv e voe. E 1919-1920 e veze embannet timbroù gant ur priz e pfennigoù, ur priz e Markoù er bloavezhioù 1921-1922. E penn kentañ 1923 e teuas da vezañ kantadoù a varkoù, miliadoù a varkoù e miz Eost, kantmiliadoù e miz Gwengolo, milionoù e miz Here, miliardoù e miz Du 1923…
Etre ar 24 a viz Eost hag ar 1añ a viz Du 1923 e tivizas pennoù-bras ar Postoù dreistmoullañ an timbroù en un doare reoliek. Adalek an 13 a viz Here, e veze moullet an timbroù hep an disterañ talvoud-gwerzh ha kaset d’an tiez-post e lec'h ma veze skrivet warno ar priz nevez gant an implijidi. A zeiz da zeiz e veze cheñchamantoù.
E miz Kerzu 1923 e voe lakaet er c’henwerzh ur moneiz nevez gant gouarnamant Gustav Stresemann, ar Rentenmark (1 Rentenmark = 1000 miliard a varkoù), ha stabilaet e voe ar monc’hwezh er mod-se. Adalek ar 25 a viz C'hwevrer 1924 e adkrogas an embann timbroù-post en Alamagn gant o hent boas.
Koust ul lizher dindan 25 g kaset gant ar Postoù. Priz e Markoù (DM, Deutschmark), etre ar 1añ a viz Gouere hag ar 1añ a viz Kerzu 1923.
| Deiziad | 01/07 | 01/08 | 01/09 | 20/09 | 01/10 | 10/10 | 20/10 | 01/11 | 05/11 | 12/11 | 20/11 | 26/11 | 30/11 | 01/12 |
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Unanenn | DM | miliadoù DM | milionoù DM | milmilionoù DM | Rentenpfennig | |||||||||
| Koust | 120 | 400 | 15 | 50 | 400 | 1 | 2 | 20 | 200 | 2 | 4 | 16 | 30 | 3 |


Un toullad rummadoù dedennus a voe embannet etre 1924 ha 1933 :
- Arzourien ha tud veur Alamagn : poltred 9 den en o zouez Goethe, Schiller, Kant, Dürer… e 1926-1927.
- Skoed-ardamez al länder alaman: 17 timbr embannet etre 1925 ha 1929, gant an hevelep patrom.
- Poltred Hindenburg da vare e 85vet deiz-ha-bloaz. Adembannet e voe un darn anezho e 1933-1936, gant un dreistmoulladur er broioù aloubet ivez.
- Savadurioù istorel Alamagn : kêr Aachen, Dor Brandenburg, Ti-kêr Breslau, kestell Nürnberg pe hini Marburg.
Aloubadeg Belgia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-pad 12 vloaz, etre miz Kerzu 1918 ha miz Even 1930 e voe aloubet tiriadoù alaman e bro ar Roen ha Westfalen gant arme Belgia. Ur rummad timbroù eus Belgia a voe dreistmoullet e 1919 gant ALLEMAGNE DUITSCHLAND.