Mont d’an endalc’had

Timbroù Alamagn - Impalaeriezh

Eus Wikipedia
Timbr 1900
Embann an Impalaeriezh (1900)

Ganet eo bet Impalaeriezh Alamagn e miz Genver 1871 gant unvaniezh Stadoù alamanek Europa an Hanternoz, evit taliñ ouzh Impalaeriezh Aostria-Hungaria. Gant ar Stad nevez-se ez eus bet lakaet un termen da gKengevread Hanternoz Alamagn (Norddeutscher Bund en alamaneg), savet diwar 22 stad, bras ha bihan, ha kêrioù-stad alamanek norzh Europa.

Gant ar framm-se e oa bet embannet un nebeud timbroù etre 1868 ha 1870 gant an alc’hwez NORDDEUTSCHER POSTBEZIRK.

Ne voe ket poltred Gwilherm II, bet roue Prusia hag impalaer Alamagn, a voe dibabet evit skeudenniñ an timbroù kentañ embannet gant ar Reichspost, hogen tresadenn arouez ar vro, da lavaret eo un erer. E gwirionez, kendalc’het o doa postoù Stadoù zo en impalaeriezh da embann timbroù dindan o anv (e Bavaria, Württemberg…) ha displijus e vije bet evit lod gwelet penn « Roue Prusia » en o bro...

Eeun e oa an timbroù moullet etre 1875 ha 1900 : un erer pe ur sifr e-kreiz ur c’helc’h, gant an alc’hwez « Deutsche Reichspost » pe REICHSPOST.

E 1900 avat e teuas er-maez ur rummad a voe mil anavezet dindan al lesanv « Germania ». Poltred un aktourez c’hoariva ar mare, gwisket evel un doueez. Dont a reas da vout alegorienn Alamagn unvan. Heuliet e voe ar rummad kentañ (alc'hwez REICHSPOST) gant un eil e 1902-1904 (DEUTSCHES REICH), e 1905-1911 hag e 1916-1919. Adembannet e voe zoken gant melestradurezh Republik Weimar e 1920-1922. Implijet e voe kalzig e trevadennoù Alamagn pe er broioù aloubet gant an arme e-pad ar Brezel-bed kentañ, un dreistmoulladur isipisial warno.

Germania (1900)
Savadur Gwilherm 1añ

Gant an hevelep tro-spered « brogarour » e voe embannet 4 zimbr a vent brasoc’h e 1900 o kinnig ti-post Berlin, ar savadur savet evit enoriñ Gwilherm I, ha tres ul livadur savet gant Anton von Werner evit lidañ unaniezh Alamaned an Norzh gant re ar C’hreisteiz. Derc’hel a ra an hini diwezhañ da soñj deiz embann an Impalaeriezh, gant un alc’hwez sklaer « Ein Reich, Ein Volk, Ein Gott » (= Ur vro, ur bobl, un Doue) ha Gwilherm II.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]