Timbroù Alamagn - IIIe Reich


Tamm-ha-tamm e voe diazezet er gevredigezh alaman ar renad diktatourel savet gant Hitler adalek ar bloaz 1933. Aozet e voe ar servijoù post hag ar politikerezh embann timbroù diouzh palioù ha tro-spered ar renad a gemeras lec’h Republik Weimar : brudañ an naziegezh, meuliñ stourmerien al lu, azeuliñ Adolf Hitler, harpañ ar politikerezh brezelour ha trac’hantour…
D’an 28 a viz C'hwevrer 1933 e voe nullet ar reolenn a vire sekred al lizhiri, kemennadennoù ar pellskriverezh hag an eskemmoù dre bellgomz.
Gant al lezenn simplaat eus ar 27 a viz C'hwevrer 1934 e voe nullet renerezhioù postel Darmstadt, Halle, Konstanz, Leignitz ha Minden, ha krouet e voe distrigoù. Adalek ar 1añ a viz Ebrel 1934 e teuas an Oberpostdirektionen da vezañ Reichspostdirectionen.
Abalamour da bolitikerezh aloubiñ ar broioù amezek e teuas Melestradurezh Postoù ar Reich da vezañ karget eus ar postoù e Saarland adalek ar 1añ a viz Meurzh 1935, en Aostria goude an 19 a viz Meurzh 1938, e bro ar Sudeted goude an 28 a viz Here 1938, hag ur bloaz war-lerc'h e Kêr Dieub Danzig. Gant ar brezel en em astennas c’hoazh melestradurezh ar Postoù alaman.

Embannet e oa bet timbroù gant an alc’hwez ‘’Deutsches Reich’’ (pe ‘’Grossdeutsches Reich’’) etre 1941 ha 1944 e Polonia, e-kichen ar meneg GENERALGOUVERNEMENT hag adalek 1942 e Gwarez-stad Bohemia-Moravia.
Rannet e oa bet ar Reich e 24 "rannvro bennañ" e 1941, anavezet dre "niveroù pennañ".
War-dro 360 timbr a voe embannet gant Postoù an IIIe Reich (1933-1945), kement hag ar sammad moullet e-pad Republik Weimar (1919-1932), hogen tra ma oa niverus an timbroù boutin er bloavezhioù 1923-1924 e oant rouez goude 1933 (nemet ur rummad « Poltred Hitler » e 1941-43).
Aotreet e oa implij timbroù ar bloavezhioù kent avat, ha miret e voe an alc’hwez Deutsches Reich betek 1943. Adembannet e voe ar rummad Poltred Hindenburg e 1933, c’hoazh e 1934 gant bordoù e liv du, bloaz e varv.
Evit ar wech kentañ, d'ar 1añ a viz Gwengolo 1933, e teuas war wel arouez ar swastika war un timbr alaman : filigran ar rummad gouestlet da oberennoù Richard Wagner a oa anezhi tresadennoù ar groaz-se.
N'eo nemet goude marv prezidant ar Reich Paul von Hindenburg e teuas war wel ar swastikaoù kentañ e-traoñ skeudenn un timbr a vrude poblvouezhiadeg Saarland e 1934, hag en un doare soutil dirak skeudenn kastell Nürnberg, war an timbr savet da vare emvod-meur ar strollad nazi.

Tamm-ha-tamm e teuas ar Stad alaman da vezañ ur Stad-strollad : un timbr a veze embannet e-kerzh kendalc'h an NSDAP bep bloaz etre 1934 ha 1938, lidet e veze koun eus danvez putsch Hitler (9 a viz Gwengolo 1923), deiz-ha-bloaz ar renad... Deiz-ha-bloaz ar Fürher a yae d’ober danvez un timbr, bep bloaz, etre 1938 ha 1944.
E-kerzh ar bloavezhioù brezel (1940-1944), e veze embannet un tregont bennak a dimbroù bep bloaz, an holl anezho gant ur adtaos evit arc'hantaouiñ ar brezel.
Danvez an timbroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne oa ket liesseurt an danvezioù bet pledet gant ar Postoù alaman etre 1933 ha 1945 :
- Tudennoù istorel : Frederig II ha Schiller (e 1926-27 dija), gouarnerien trevadennoù Alamagn (1934), saverien kirri-tan alaman, Bach ha Händel, Robert Koch…
- C'hoarioù Olimpek ar goañv e Garmisch-Partenkirchen (1935) ha re an hañv e Berlin e 1936.
- Rummadoù evit sikour an dud en dienez e-pad ar goañv (Winterhilfs) : skeudennoù ar micherioù (1934), an dilhadoù rannvroel (1935), ar monumantoù alaman (1936), ar bigi (1937)…
- « Devezh an harozed » : soudarded liesdoare al lu alaman (rummad e 1943 ha 1944) ha bagadoù stourm SA ha SS e 1945.
- Lidañ politikerezh ledanaat an tiriad : stagañ Danzig, Eupen ha Malmedy, Bro ar Sudeted (1938), hanternoz Slovenia… ouzh Alamagn.
- Un nebeud degouezhioù nann-politikel : foar Vienna pe hini Leipzig, embregerezh an aourfebrourien (!), redadeg war varc’h e Hamburg, devezh an timbroù...

Gant fin ar brezel e 1945 e paouezas ar servijoù post. Distrujet e oa bet an aveadurioù dre vras, ha paouezet e voe gant treuzkas lizhiri gant armeoù ar Gevredidi, nemet e lec’hioù zo eus Saks.