Timbroù Alamagn – Melestradurezh Kevredidi an Eil Brezel-bed


Dibenn an Eil Brezel-bed sinet d'an 8 a viz Mae 1945 a dalvezas (ivez) fin ar Stad alaman. Aloubet e voe tiriad ar Reich gant armeoù Kevredidi an Eil Brezel-bed, da lâret eo an Unaniezh Soviedel, Stadoù-Unanet Amerika, ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall.
An tiriadoù staget ouzh Alamagn, dre heg alies, etre ar bloaz 1936 ha 1945 a voe restaolet d'ar Stadoù a oa kiriek warno a-raok ar brezel : Elzas-Loren, Bro ar Sudeted, Bohemia ha Moravia, h.a. Enkorfet e voe tiriadoù reterañ Alamagn (Prusia, Silezia, h.a.) er Stad polonat nevez. Rannet e voe Berlin, ar gêr-benn istorel, e pevar sektor.
Aozet e voe servijoù ar postoù tamm-ha-tamm gant ar melestradurezhioù soudardel. Difennet-groñs e voe ober gant timbroù an Trede Reich evit kas lizhiri. Kuzhet e veze poltred an diktatour gant ur siell liv du war ar paperachoù-postel a chome c’hoazh en tiez-post hag a voe implijet dre ma oa rouez ar paper e 1945.
Er rannvroioù aloubet gant an Arme Ruz ha gant Bro-C’hall e voe embannet timbroù rannvroel dindan anv al « Land » : Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg, Saks ha Thüringen (melestradurezeh soviedel) ha Baden, Württemberg, Rheinland-Pfalz (melestradurezh Frañs). Kalzig timbroù lec’hel a voe embannet gant kêrioù zo, da vezañ implijet e-barzh un takad bevennet mat. Ne voent ket aotreet evit paeañ an treuzkas lizhizi goude miz Ebrel 1946 avat.
E Berlin e voe embannet timbroù evit rann ar C’hornaoueg ha rann ar Reter.
E pep lec’h, an diouer a dimbroù a gaso melestradurezhioù ar postoù da resev arc’hant war-eeun digant ar pratikoù hag ouzhpennañ ur siell pe ar meneg Taos dastumet (‘’Gebür bezahlt’’ en alamaneg) gant an dorn.
Timbroù A.A.S.
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet e voe Kuzul kontroll ar Gevredidi gant trec’hourien ar Brezel-bed evit erlerc’hiañ ur gouarnamant alaman da-zont. Gantañ e voe embannet 27 timbr-post gant un alc’hwez DEUTSCHE POST. Lesanvet int bet Timbroù A.A.S. (= Tachad Anglizien Amerikaned ha Soviediz), rak nac’het e voe gant ar C'hallaoued implij anezho e takadoù dindan beli Frañs. Aotreet e oa o implij en Alamagn a-bezh – er rann soviedel ivez betek miz Kerzu 1948 - hag e kêr vBerlin.
Eeun-tre e oa ar rummad timbroù-boutin kentañ dre ma ur sifr hepmuiken e-kreiz an timbr, dezho ul liv disheñvel an eil diouzh egile.
Heuliet e voe gant ur rummad a ginnige tudennoù ar vro : un den o plantañ ur wezenn pe o hadañ ur park, ur c'houblad gant ur barennad ed, ur mengleuzier… Arouezioù ar bobl alaman o labourat evit sevel ur vro nevez.
Bep bloaz e veze embannet un timbr a vent vras a vrude Foar Leipzig, heñvel e stumm ouzh an hini savet gant Soviediz.
Timbroù an "Daoudakad"
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daoudakad (‘’Bizone’’ e saozneg) eo an anv a voe roet d’an takad aloubet ha meret gant armeoù Bro-Saoz hag ar Stadoù-Unanet adalek ar 1añ a viz Genver 1947. War an timbroù kentañ embannet e miz Meurzh 1945 gant an Armeoù Kevredet e oa al lizherenn c'hotek M, arouez Postoù Milourel Kevredet, (="Allied Military Post" e saozneg) gant un talvoud-gwerzh e pfennigoù ha Reichsmarkoù (1RM). Implijet e veze an timbroù dreist-holl gant melestradurezhioù Breizh-Veur hag Amerika en o ziriad, hag e Berlin. Moullet e oant bet e Londrez, Washington pe e Braunschweig, hervez ar mare. Implijet e voent betek miz Here 1946 pa voent erlerc’hiet gant re A.A.S.
Liesseurt a-walc’h eo danvez an 82 dimbr a voe embannet : savadurioù Alamagn (iliz-veur Köln, Dor Brandenburg e Berlin, Frauenkirche e München), 200vet deiz-ha-bloaz Goethe, 75vet deiz-ha-bloaz Unvaniezh Postoù ar Bed (e 1949). E 1948 e teuas er-maez un timbr bihan-tre « evit sikour Berlin » : NOTOPFER 2 BERLIN STEUERMARK (=Gouzañvidi Berlin Timbr-kemedel).
E 1949 e voe roet o frankiz d'an Alamaned ha krouet Republik Kevreadel Alamagn e kornôg ar vro.


Tiriad melestradurezh an Unvaniezh Soviedel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek miz Eost 1945 e roas ar pennadurezhioù un emrenerezh bras da bep renerezh-post rannvroel (OPD = Ober Post Direktion). Tra ma veze gwerzhet timbroù didan anv Mecklembourg-Pomerania ar C'hornaoueg, Saksonia ha Thüringen e voe lakaet er-maez un toullad rummadoù etre 1946 ha 1948.
Implijet e voe da gentañ rummadoù an tiriad A.A.S. ha hini Berlin ar Reter dreistmoullet gant Sowjetische Besatzungs Zone (=Tiriad Aloubet gant Soviediz). E 1948 e teuas er-maez ur rummad timbroù gant poltredoù « tud veur » ar vro : an arzourez Käthe Kollwitz, ar skrivagner Gerhart Hauptmann, ar brederourien Karl Marx, Friedrich Engels, ha Friedrich Hegel, ar bolitikourien August Bebel hag Ernst Thälmann, ar medisin Rudolf Virchow. DEUTSCHE POST a oa skrivet e traoñ pep timbr. Adembannet e voent gant Republik Demokratel Alamagn e 1953 gant ur filigran DDR mui ur c’horn-boud. Un nebeud timbroù a vent vras a voe embannet e 1949, timbroù-lidañ an darn vrasañ anezho : 30vet deiz-ha-bloaz marv Karl Liebknecht ha Rosa Luxemburg, Foar Leipzig, 75vet deiz-ha-bloaz [[Unvaniezh Postoù ar Bed]), devezh an timbroù…
Dont a reas Alamagn ar reter aloubet gant Soviediz da vezañ Republik Demokratel Alamagn e 1950.
Tiriad melestradurezh Bro-C’hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Gouere 1945 ec’h adkrogas servijoù ar post er rannvroioù tost ouzh ar vevenn dindan melestradurezh Frañs, hogen ne dennas nemet d’an eskemm lizhiri skrivet gant izili al lu. Ne oa ket eus ur servij-post nann-soudard. Ar c'hoant da vezañ dizalc'h diouzh ar Stadoù-Unanet a lakaas Bro-C’hall da nac’hañ ober gant timbroù amerikan e-barzh an takadoù aloubet en Alamagn. Embannet e voe neuze d’ar 17 a viz Kerzu 1945 ur rummad gant ar meneg divyezhek ZONE FRANÇAISE – BRIEFPOST, bet treset, engravet ha moullet gant Gallaoued.
Tri rummad timbroù a voe embannet, pep hini gant talvoudoù e pfennigoù ha markoù. An daou gentañ, dezho un talvoud-gwerzh izel (eus 1 da 30 pfennig), a ziskoueze skoed-ardamez ar rannvroioù istorel dindan beli Bro-C'hall : Baden, Pfalz, Roen, Saarland (kêr Saarbrücken e gwirionez), ha Württemberg. Adembannet e voent e miz Genver 1946 gant prizioù nevez.
A vent vras e oa an trede rummad. Kinnig a rae poltred skrivagnerien ha barzhed alaman : Johann Wolfgang von Goethe e miz Kerzu 1945, Friedrich von Schiller ha Heinrich Heine d’ar 1añ a viz Ebrel 1946. Tennet e voent holl diouzh ar werzh d’ar 21añ a viz Even 1948 ha kinniget en o flas an timbroù rannvroel moullet e 1947, dindan anvioù Baden, Roenland-Pfalz ha Württemberg.
Mont a reas Saarland, diouzh he zu, d'ur Stad dizalc’h gwarezet gant Bro-C’hall d’ar 15 a viz Kerzu 1947. Embann a reas he zimbroù hec'h-unan e-pad ar prantad a emrenerezh-se a-raok bezañ staget ouzh Republik Kevreadel Alamagn da-heul referendom an 23 a viz Here 1955.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Timbroù Alamagn - Impalaeriezh
- Timbroù Alamagn - Republik Weimar
- Timbroù Alamagn - IIIe Reich
- Timbroù Alamagn ar C’hornaoueg
- Timbroù Alamagn ar Reter
- Timbroù Alamagn
- Timbroù Mecklenbourg-Pomerania ar C'hornaoueg
- Timbroù Saksonia
- Timbroù Thüringen
- Timbroù Baden
- Timbroù Württemberg
- Timbroù Roenland-Pfalz
- Timbroù Berlin ar C'hornaoueg
- Timbroù Berlin ar Reter