Mont d’an endalc’had

Timbrawouriezh

Eus Wikipedia

An dimbrawouriezh (pe an dimbrouriezh) eo studi an timbroù-post hag istor ar postoù. Un dudi eo a gas ivez an dud da zastum ha da briziañ an timbroù, da renkañ anezho e-barzh albomoù a-ratozh.

Un dastumad timbroù a c’hell bezañ diazezet war timbroù bet embannet gant ur vro pe ur rannvro eus ar bed hepken, ur prantad-amzer, met timbrawourien zo a gav mat ivez dibab un tem (al loened, an istor, ar savadurioù, ar c’hirri-nij, an egor…) ha derc’hel gante skeudennoù a denn d’an danvez-se hepken.

Diskouezadegoù, mirdioù, ha kevredigezhioù dastumerien a zo er bed a-bezh gouestlet d'ar filateliezh.

Ar ger filateliezh a gaver ivez, tost d'ar galleg “Philatelie” bet ijinet e 1864 gant ar Gall George Herpin, da lavaret eo un nebeud bloavezhioù goude ganedigezh an timbroù-post. Ken displijet e oa gant ar gerioù Timbromania ha Timbrologie a veze graet gante d’ar c’houlz-se ma kavas gwelloc’h sevel ur ger nevez diwar ar gregaj φιλ(ο)- phil(o)-, a dalvez kement ha "dedenn pe karantez ouzh un dra bennak", ha ἀτέλεια (ateleia), a dalvez "frank a wirioù".

Berzh a reas an nevezc’her : philately e saozneg, Philatelie en alamaneg, filatelie en izelvroeg, filatelia en italianeg, e spagnoleg, e portugaleg hag en euskareg, filatèlia e katalaneg