Mont d’an endalc’had

Tikkakoski

Eus Wikipedia
Iliz Tikkakoski

Tikkakoski zo ur c'harter (kaupunginosa) eus distrig Jyväskylä, e rannvro kreiz Finland. 4.094 annezad a oa e 2023[1].

E Tikkakoski emañ aerborzh Jyväskylä. Ul lec'h a-bouez evit aerlu ar vro eo, pa gaver eno ur bonn, an akademiezh vroadel hag e virdi broadel. Eno e oa staliet an embregerezh armoù-tan Tikkakoski, kendeuzet e SAKO e 1983. Serret eo al labouradeg bremañ[2].

  1. (fi) 14x5 -- Taajamat väkiluvun ja väestöntiheyden mukaan, 2023, Tilastokeskus (lennet d'an 28/01/2026)
  2. (en) The Tikkakoski company story war lec'hienn SAKO (lennet d'an 28/01/2026)