Tigerfibel

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gollo an Tigerfibel.

An Tigerfibel ha Pantherfibel a oa levrioù-brezel roet d'ar soudarded e bourzh an tankoù alaman e-pad an Eil Brezel-bed, reoù an tank ponner Panzer VI kement hag an tank etre Panzer V Panther.

Evel al levrioù displegañ all e veze graet Fibel (diazez) anezho. Dre vras e oa ar pal reiñ da c'houzout peseurt doare e oa an tank ha penaos e implij a zeiz da zeiz (motor, armamant, dafariñ ha penaos kempenn). Savet e oa al levrioù-se e stumm bannoù-treset, comic. Ouzhpenn-se e oa bet skrivet gant gwerzennoù fentus. Ar Fibel a zo disheñvel en e zoare da vezañ kinniget pa vez keñveriet gant al levrioù alamanek heñvel eus ar mare.

Al levrioù deskiñ-se a oa bet aotreet gant Heinz Guderian, inspektour-meur an unvezioù panzer. Evit fibel ar Panther, e oa skrivet e aotre e stumm ur varzhoneg verr hag a echue gant Die Pantherfibel ist genehmigt; wer sie nicht kennt, der wird erledigt ("Fible ar Panther zo aotreet; an hini ne oar ket a vo skarzhet." )