Mont d’an endalc’had

Ti ar Vro

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 

Ti ar Vro a zo un anv kevredad a vez implijet evit meur a greizenn sevenadurel breizhek, ar re-se savet adalek 1995, diwar kevredadoù kevredigezhioù d'an aliesañ, gant harp ar strollegezhioù publik. Evel anv hollek ar c'hreizennoù sevenadurel breizhek e c'hell bezañ implijet ha diouzh-se e c'heller lavarout eo bet Kêr-Vreizh, hemañ digoret e Pariz, e 1936, an aozadur diaraoger ha "La Mission bretonne-Ti ar Vretoned, digoret e Pariz ivez, e 1947, unan all. Ar greizenn sevenadurel breizhek, Menez Kamm, digoret e Speied, e 1970, a zo bet ar pimpatrom nesoc'h, hep skoazell publik kennebeut.

Sevel emglevioù etre aozadurioù sevenadurel breizhek a voe graet e Bro Roazhon e 1976 ha, diouzh-se, eo bet savet ar c'hevredad anvet Skeudenn Bro Roazhon hiziv.
E 1994 e tivizas ti-kêr Kemper sevel emvodoù gant ar c'hevarzheoù sevenadurel o pleustriñ war ar pezh a denn da Vreizh, glad pe draoù nevez.

Roll Tiez ar Vro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ti ar Vro Karaez, dezhañ an anv ofisiel Egin (1973)
  • Ti ar Vro Kemper (1996)
  • Ti ar Vro Bro Leon (2000)
  • Ti ar Vro Montroulez-KLT
  • Ti ar Vro Bro Pondi
  • Ti ar Vro Bro Landerne
  • Ti ar Vro Bro Alre
  • Ti ar Vro Gwened
  • Ti ar Vro Dinan

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]