Ti-koz
| Deiziad krouiñ | 16. century |
|---|---|
| Stad | Frañs |
| E tiriad | Roazhon |
| Hent | Rue Saint-Guillaume |
| Daveennoù douaroniel | 48°6′43″N 1°40′59″W |
| Statud gladel | monumant istorel rummet |

An Ti-koz a zo anv un ti e kreiz-kêr istorel Roazhon, en niverenn 3 straed Sant-Gilherm, a-dreñv an Iliz-veur. Rummet eo monumant istorel abaoe an 20 a viz Gouere 1923[1][2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sevel a ra an ti d'ar XVIvet kantved. Meneget eo an deiziad savidigezh 1505 war e dalbenn. Savet e voe evit daou chaloni eus an Iliz-veur, unan eus Sant-Mikael, egile eus Sant-Sebastian, alese an delwennoù en div zor[3].
Anvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe fin an XIXvet kantved da nebeutañ e oa anvet maison du Guesclin, zoken ma n'eus netra da welout gant Beltram Gwesklin, evel ma voe skrivet gant ar folklorour Adolphe Orain kerkent ha 1892 :
« Il nous est pénible de détruire la légende de la maison de Du Guesclin, mais il le faut cependant : cette maison de bois, de la rue Saint-Guillaume, appelée maison de Du Guesclin, a été construite deux siècles après la mort du connétable. »
– Adolphe Orain Au Pays de Rennes, 1892.
En eil lodenn eus an XXvet kantved e oa staliet ennañ ur preti cheuc'h anvet Ty-coz, hag en doa serret e miz Gwengolo 1994 goude un tangwall. Miret eo bet an anv evit an ti brudet-se e stumm "Ti-koz", ha gantañ e ra Roazhoniz hag ar mediaioù bremañ. Koulskoude eo chomet an anv "maison du Guesclin" war lec'hienn Ministrerez gall ar Sevenadur[2]
Arkitektouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur savadur korbellek eo, gant e vannoù koad. Da vare savidigezh an Ti-koz e oa ret paeañ un tailh jedet diouzh ar plas a gemere an ti war al leur. Setu perak e veze savet tiez gant ur framm korbellek d'ar mare-se. Un ti "doubl" eo, gant ur mont-tre disheñvel evit pep chaloni.
-
Tal a-raok, e rez-an-douar.
-
Delwenn sant Mikael e gwareger.
-
Delwenn sant Sebastian.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Notice no IA35132218 war Gertrude, bank servij ar Renabl hag ar Glad rannvro Breizh.
- ↑ 2,0 ha2,1 Notice no PA00090743, war savenn digor ar glad, diellaoueg Mérimée, Ministrerez gall ar Sevenadur.
- ↑ Rue Saint-Guillaume : la maison aux deux entrées e ouest-france.fr, 08/07/2012