Mont d’an endalc’had

Ti-kastiz

Eus Wikipedia
Ti-kastiz ar Gerveur, serret e 1977.
Dor degemer Toull-bac'h Grove. Savet e 1848, oberiant e oa evel toull-bac'h adalek 1848, evel borstal adalek 1921, ha kreizenn evit an dorfedourien yaouankañ adalek 1988.

Un ti-kastiz [1]a vez graet eus ul lec'h a servij da reizhañ ar re yaouank gant kudennoù torfederezh izel.

Rouantelezh-Unanet ha Commonwealth

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur borstal a oa un doare kreizenn tolpañ evit ar re yaouank er Rouantelezh-Unanet, ha meur a stad ezel eus Commonwealth ha Republik Iwerzhon. En India, an doare toulloù-bac'h-se a oa anvet Skol borstal.

Ar borstaloù a oa meret gant Servij an toulloù-bac'h ha kefridi bennañ ar c'hreizennoù-se e oa adreizhañ torfedourien yaouank. Ar ger a oa deuet diwar ar c'hentañ kreizenn bet savet e 1902 nepell diouzh kêriadenn saoz Borstal e Kent, hag un implij ledan a c'heller kaout eus ar ger evit ober anv eus an holl doareoù aozadurioù dreist-holl ar re adreizhañ,[2] evel ar skolioù approved school pe kreizennoù bac'h ar re yaouank. Ar varnadenn embannet gant al lez-varn a oa anvet end-ofisiel "borstal training" (gourdonerezh Borstal). Ar c'hreizennoù borstal a oa bet savet da gentañ evit torfedourien dindan 21 bloaz, met er bloavezhioù 1930 e oa bet lakaet an oad uhelañ da 23 bloaz. An Akta Justis torfedourel eus 1982 en doa bet roet lamm d'ar reizhiad borstal er Rouantelezh-Unanet, hag erlec'hiet e oant bet gant kreizennoù herzel evit ar re yaouank (youth custody centres).

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Herve Gouedard, 1750 : Un ti-kastiz e Brest evit ar cʼhaleourien en Ya !, Nnn 409, 12 a viz Ebrel 2013, pajenn 5
  2. "Bradwall Reformatory School (1855–1920)", ul lec'h istorel hiviz-an-deiz. ([1])