Mont d’an endalc’had

Thomas Pynchon

Eus Wikipedia
Thomas Pynchon
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanThomas, Ruggles Kemmañ
Anv-familhPynchon Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Mae 1937 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGlen Cove Kemmañ
TadThomas Ruggles Pynchon Sr. Kemmañ
MammCatherine Frances Pynchon Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherskrivagner, romanter, skridarnodour, skrivagner skiant-faltazi Kemmañ
ImplijerBoeing Kemmañ
Bet war ar studi eskol-veur Cornell, Oyster Bay High School Kemmañ
Diplom skol-veurBachelor of Arts Kemmañ
Bet studier daVladimir Nabokov Kemmañ
Lec'h annezManhattan Kemmañ
Lec'h labourNew York Kemmañ
Deroù ar prantad labour1959 Kemmañ
Skour luUnited States Navy Kemmañ
Diellaouet gantHarry Ransom Center Kemmañ
Prizioù resevetMacArthur Fellows Program, National Book Award, William Faulkner Foundation Award, William Dean Howells Medal of the American Academy of Arts and Letters Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Thomas Ruggles Pynchon Jr., bet ganet d’an 8 a viz Mae 1937, zo ur skrivagner stadunanat. Skrivañ a ra levrioù luziek a faltazi goudemodern. Enno ez eus anv eus an istor, an arzoù, ar skiantoù, hag ar sevenadur poblek.

Ganet eo bet Thomas Pynchon e Glen Cove, e Long Island, e stad New York[1]. E dad, Thomas Ruggles Pynchon Sr. (1907–1995), a oa ur politiker hag un ijinour, hag e vamm, Katherine Frances Bennett (1909–1996), a oa ur glañvdiourez ; ur breur hag ur c’hoar en deus.

Pa oa krennard e lennas Pynchon kalz hag e skrivas abred. Mont a reas da lise Oyster Bay e Long Island, ma voe anvet da lisead ar bloaz, ha skrivañ a reas e kazetenn al lise. En e destennoù kentañ e oa dija perzhioù a gaver en oberennoù savet gantañ e-pad e vuhez : anvioù droch, fent skol, an implij eus drammoù a-enep al lezenn, ha paranoia.

Edo Pynchon war anUSS Hank e-pad enkadenn Suez.

Tapout a reas e vachelouriezh e 1953 pa oa 16 vloaz. Mont a reas da studiañ an ijinouriezh e skol-veur Cornell. Goude e eil bloavezh en em rollas e Morlu ar Stadoù-Unanet[2]. E 1956, edo war al lestr-distruj USS Hank er Mor Kreizdouar e-pad enkadenn Suez[3].

  • V. (1963)
  • The Crying of Lot 49 (1966)
  • Gravity's Rainbow (1973)
  • Slow Learner (1984), adembannadur meur a istor berr
  • Vineland (1990)
  • Mason & Dixon (1997)
  • Against the Day (2006)
  • Inherent Vice (2009)
  • Bleeding Edge (2013)
  • Shadow Ticket (2025)

Prizioù hag enorioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aet e oa an National Book Award gantañ evit Gravity’s Rainbow[4].

E 1988 ez eas gantañ yalc’had MacArthur, ur priz roet bep bloaz da Stadunaniz dreistordinal o orinelezh, o youl krouiñ hag o emrenerezh[5].

  1. (en) Krafft, John M. (2012). "Biographical note", The Cambridge Companion to Thomas Pynchon. Cambridge University Press. 10 p. ISBN 978-0-521-76974-7. 
  2. Cowart, David (2011). Thomas Pynchon and the Dark Passages of History. Athens, Georgia : University of Georgia Press. 3 p. ISBN 978-0-8203-3709-8. 
  3. Krafft, John M. (2012). "Chronology of Pynchon's Life and Works", The Cambridge Companion to Thomas Pynchon (in en). Cambridge University Press. x p. ISBN 978-0-521-76974-7. 
  4. (en) Gravity’s Rainbow. National Book Foundation.
  5. (en) Thomas Pynchon. MacArthur Foundation.