Mont d’an endalc’had

Thomas Dagworth

Eus Wikipedia
Skoed ardamez Thomas Dagworth.
Thomas Dagworth
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanThomas Kemmañ
Titl noblañsbaron Kemmañ
Deiziad ganedigezh1276, 1276 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKontelezh Essex Kemmañ
Deiziad ar marv1352, 1350 Kemmañ
Doare mervelmarvet en emgann Kemmañ
PriedEleanor de Bohun, Countess of Ormonde Kemmañ
BugelAlianore Dagworth Kemmañ
Michersoudard Kemmañ
Honorific prefixSir Kemmañ
Grad milourelmarc'heg Kemmañ

Sir Thomas Dagworth, ganet e 1276 hag aet da Anaon d'an 20 a viz Gouhere 1350, a oa ur marc'heg ha soudard saoz, hag a oa bet penn al luioù saoz-breton e Breizh e-kerzh ar Brezel Kant Vloaz.

Brezel Kant Vloaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel hêrezh dugelezh Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn ur bagad bihan Saozon e oa e Breizh e 1346 o reiñ harp da Yann Moñforzh hag a oa o stourm evit bezañ an dug. Yann V a oa harpet gant ar gurunenn saoz, padal e enebour, Charlez Bleaz, a oa harpet gant ar gurunenn c'hall. D'an 9 a viz Even, nerzhioù lu Dagworth a oa bet taget gant re niverusoc'h Charlez e-kerzh Emgann Kastell-Paol. Darbet e oa bet d'an tu breton-saoz da vezañ kelc'hiet met ar waregerien-hir saoz a oa deuet a-benn da dalañ ouzh fiñv an enebourien.

Bloaz war-lec'h, d'an 20 a viz Even, e oa bet trec'h en Emgann ar Roc'h-Derrien, ha prizoniet e oa bet Charlez Bleaz.[1]

Goulennet e oa bet dezhañ dont dirak Parlamant Bro-Saoz e 1347 hag enoret gant an titl Baron Dagworth.

Lazhet e voe en un trap d'an 20 a viz Gouhere 1350, nepell diouzh an Alre, e kornôg Gwened, gant un nerzh gall-breton renet gant Raoul de Caours hag en doa cheñchet tu ur wech c'hoazh er brezel.[2]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Michael Jones, Creation of Brittany: A Late Medieval State, (The Hambledon Press, 1988), 265.
  2. The Chronicle of Geoffrey Le Baker of Swinbrook, transl. David Preest, ed. Richard W. Barber, (The Boydell Press, 2012), 88-89.