Thiệu Trị

Eus Wikipedia

Nguyễn Phúc Miên Tông a voe an trede impalaer vietnamat eus tiegezh Nguyễn gant Thiệu Trị evel anv. Mab henañ an impalaer Minh Mạng oa.

Ganet eo bet d'ar 6 a viz Mezheven 1807. Aet eo da Anaon d'ar 4 a viz Du 1847. Renet en deus eus ar 14 a viz C'hwevrer 1841 betek e varv.

Kendelc'her a reas Thiệu Trị gant politikerezh mirour e dad Minh Mạng : troc'hañ ar vro diouzh ar bed ha delc'her d'ur gonfusianegezh dibleg.

Lạng (Tael) aour Thiệu Trị

Stummet mat en hengoun konfusianat e oa dedennet un tamm gant ar bed kornôgat met magañ a rae un disfiz bras diouzh an diavaezourien ne oant ket Sinaiz, evel e dad.

Kevezerezh oa d'ar mare-se etre Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet evit trevadenniñ broioù. Klask a rae ar C'hallaoued kaout liammoù stankoc'h gant Indez-Sina.

Dont a reas misionerien, gallaoued ha spagnoled dreist-holl, da Viêt Nam en desped da verz Minh Mạng eta.

Pa grogas Thiệu Trị da lakaat misionerien en toull e tegasas buan ur respont a-berzh Frañs. Kaset e voe ur c'horf brezelekaat gant Frañs e 1843. An urzh en do da zieubiñ ar visionerien hep krouiñ un darvoud etrebroadel.

N'helle ket klotañ youl Thiệu Trị da argas an holl visionerien gant darempredoù plaen gant Frañs.

E 1845 e voe tost un emgann etre Vietnam hag al lestr brezel amerikan USS Constitution a glaskas rediañ Thiệu Trị da lezel ar misioner Dominique Lefèbvre a zeue ingal enep lezenn da Vietnam, da vont.

Tizhet e voe Tourane (Đà Nẵng e vietnameg) gant ar c'horf brezelekaat gall d'an 23 a viz Meurzh 1847 o c'houlenn groñs e vefe e savete ar geodedourien c'hall hag e paouezfe Thiệu Trị da heskinañ ar visionerien.

Daleañ a reas mandarined an impalaer da reiñ ur respont ha kregiñ a reas an emgann. Lakaet en doa Thiệu Trị da sevel kreñvlec'hioù a-hed an aod met trec'het e voe aes Vietnamiz gant ar C'hallaoued abalamour da live izeloc'h dafar brezel. Distrujet e voe an holl greñvlec'hioù ha kaset teir jonkenn d'ar strad a-raok ma yeas kuit al listri gall.

Ober a reas Thiệu Trị spierien eus an holl visionerien ha goulenn a reas ma vefe lazhet an holl gristenien war ar plas. Ne voe ket sentet ouzh an urzh-se ha mevel a reas an impalaer nepell goude e 1849. Ne voe lazhet misioner ebet e-pad e renadur e gwirionez.

En e raok 
Impalaer Minh Mạng
Tierniezh Nguyễn War e lerc'h
Impalaer Tự Đức