Mont d’an endalc’had

Theodoros Pangalos

Eus Wikipedia
Theodoros Pangalos
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhGres Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΘεόδωρος Πάγκαλος Kemmañ
Anv-bihanTheodoros Kemmañ
Anv-familhPangalos Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Gen 1878 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSalamis Kemmañ
Deiziad ar marv27 C'hwe 1952 Kemmañ
Lec'h ar marvKifisia Kemmañ
TadDimitrios Pangalos Kemmañ
MammKatingo Hatzimeletis Kemmañ
Breur pe c'hoarGeorgios Pangalos, Athina Pagkalou Kemmañ
PriedAriadne Sklias-Sachtouris Kemmañ
BugelThiseas Pangalos, Dimitrios Pangalos, Amalia Domestikou, Georgios Pangalos Kemmañ
KarTheodoros Pangalos Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgresianeg modern Kemmañ
Micherpolitiker, milour Kemmañ
KargKentañ Ministr Gres, President of Greece, Minister of Military Affairs of Greece, member of the Hellenic Parliament, Minister of Law and Order Kemmañ
Bet war ar studi eHellenic Military Academy Kemmañ
Strollad politikelLiberal Party, National Liberal Party Kemmañ
Grad milourelletanant jeneral Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, kentañ brezel Balkan, Second Balkan War, Greco-Turkish War Kemmañ
Skour luHellenic Army Kemmañ

Al Letanant jeneral Theodoros Pangalos (Θεόδωρος Πάγκαλος,romanekaet: Theódoros Pángalos), ganet d'an 11 a viz Genver 1878 hag aet da Anaon d'ar 26 a viz C'hwevrer 1952, a oa ur jeneral, politikour ha diktatour gresian. Ofiser uhel enoret, stourmer Venizelour hag enep ar rouantelezh, Pangalos en doa bet ur roll a bouez en emsavadeg Gwengolo 1922 a oa bet o tigadoriañ ar roue Konstantínos I hag e savidigezh an Eil Republik Hellenek. E miz Even 1925, Pangalos a oa bet o sevel un taol-stad bliv hag hep gwad, hag aotreet e oa bet da vont d'ar galloud gant ar Vodadeg vroadel a roas dezhañ ar garg a gentañ ministr. Evel "diktatour bonreizhel" e voe e penn ar vro betek ma voe skarzhet e miz Eost 1926. Etre miz Ebrel 1926 hag e zigadoriañ, e oa bet ivez prezidant ar Republik.

Pangalos en doa kuitaet ar vuhez foran e-pad ur pennad, met chomet e oa oberiant er c'helc'hioù milourel venizelour. E-kerzh Dalc'hidigezh Gres gant an Ahel (1941–1945), Pangalos hag ofiserien vilourel tost dezhañ a oa bet o harpañ savidigezh ar Batailhonoù surentez (Tagmata Asfaleias) kenlabourer. Tamallet e voe dezhañ bezañ kenlabouret gant an Alamanted. Disammet e voe gant ul lez-varn goude ar brezel, ha klasket en doa distreiñ d'ar politikerezh e 1950 met en aner. Marvet e oa e 1952.