Theodor Fontane

Theodor Fontane, pe Heinrich Theodor Fontane (ganet d'an 30 a viz Kerzu 1819 e Neuruppin, marvet d'an 20 a viz Gwengolo 1898 e Berlin) a oa ur skrivagner alaman, a oa orin e familh e kreisteiz Bro-C'hall.
Da gentañ e voe apotiker, evit plijout d'e dad. E 1849 e tilezas ar vicher-se ha kregiñ da labourat evel kazetenner en Dresdner Zeitung. Skrivañ a reas danevelloù-beaj, romantoù-kazetenn, barzhonegoù ha pennadoù skridvarnerezh. E oberenn anavezetañ eo ar romant Effi Briest, embannet e 1896. Ur romant all, L'Adultera, zo bet lakaet e brezhoneg.