The Witcher (stirad skinwel)
| Titl | The Witcher |
|---|---|
| Diazezet war | The Witcher |
| Tachenn | fantasy television series, drama television series |
| Krouet gant | Lauren Schmidt Hissrich |
| Aozer | Andrzej Sapkowski |
| Skigner orin | Netflix |
| Bro orin | Stadoù-Unanet, Polonia, Hungaria |
| Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
| Deiziad kregiñ | 20 Kerzu 2019 |
| Sevener | Tomasz Bagiński, Alik Sakharov, Charlotte Brändström, Alex García López, Marc Jobst |
| Senarioour | Declan de Barra, Mike Ostrowski, Beau DeMayo, Jenny Klein, Sneha Koorse |
| Produer dileuriet | Sean Daniel, Jenny Klein, Tomasz Bagiński |
| Sonaozer | Sonya Belousova, Giona Ostinelli |
| Produer | Alik Sakharov |
| Embregerezh produiñ | Platige Image, Netflix, Cinesite |
| Dasparzher | Netflix |
| A-ziwar un oberenn gant | Andrzej Sapkowski |
| Lec'h filmañ | Hungaria, Slovakia, Spagn, Aostria, Polonia |
| Captured with | Panavision Primo 70, Panavision VA |
| Liv | liv |
| Hollved faltaziek | The Witcher universe |
| Roll ar rannoù | List of The Witcher episodes |
| Diaz embann | video diwar c’houlenn |
| RARS rating | 18+ |
| Dezverket dre | stirad skinwel azasadur ur c'hoari video, film diazezet war un oberenn lennegel |
| Audio system | 5.1 surround sound |
The Witcher (poloneg: Wiedźmin) zo ur stirad skinwel moliac'h du ha drama krouet gant Lauren Schmidt Hissrich evit Netflix. Azasaet eo war an heuliad romantoù [1]. gant ar skrivagner polonat Andrzej Sapkowski. An istor a dremen en ur Grennamzer faltaziek anvet "ar c'hevandir". The Witcher a gont istor ar sorser/kadour Geralt z Rivii, Yennefer eus Vengerberg hag ar briñsez Ciri. An aktourien eo Henry Cavill, Anya Chalotra, ha Freya Allan.
Kentañ koulzad ar stirad, savet gant eizh lodenn, a zo bet skignet evit ar wech kentañ war Netflix d'an 20 a viz Kerzu 2019. Diazezet e oa war An het diwezhañ ha Kleze an tonkad, hag a zo dastumadennoù danevelloù berr a dremen a-raok ar saga The Witcher. An eil koulzad, savet gant eizh lodenn ivez, a zo diazezet war ar romant Gwad an elfed, hag a zo bet embannet d'ar 17 a viz Kerzu 2021. E miz Gwengolo 2021, Netflix en devoa kevrataet un trede koulzad, hag a zo savet gant eizh lodenn c'hoazh. Embanent eo bet e div wech d'an 29 a viz Even ha 27 a viz Gouhere 2023. Ur pevare koulzad a zo, gant Liam Hemsworth o kemer roll Geralt z Rivii. E miz Ebrel 2024, e oa bet koumanantet ur c'houlzad pemp hag a zo an hini ziwezhañ.
Un film tresadenn-vev gant un istor nevez, Nightmare of the Wolf, a zo bet embannet d'an 23 a viz Eost 2021. Ur ministirad en a-raok, Blood Origin, a zo bet embannet d'ar 25 a viz Kerzu 2022. Un eil film tresadenn-vev, anvet Sirens of the Deep, a zo bet embannet d'an 11 a viz C'hwevrer 2025.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Diaes eo treiñ ar ger Wiedźmin hag e saozneg goude embann ar c'hoarioù video eo bet choazet ar ger Witcher (brezhoneg: sorser) evit ober eus Wiedźmin'
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Witcher war IMDb
- The Witcher war Netflix