The Wash

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kartenn

The Wash zo ur pleg-mor, stumm ur c'harrez dezhañ, hag ivez un aber, war aod reter Bro-Saoz, e beg gwalarn East Anglia, etre Norfolk ha Lincolnshire. Eno e ya da aberiñ ar stêrioù Witham, Welland, Nene ha Great Ouse.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Henamzer, e proviñs roman Britannia, e veze graet Metaris eus ar c'horn-se ha chaoserioù a oa tro-dro da wareziñ an douaroù diouzh an dourioù-beuz. Kouezhañ a reas ar chaoserioù-se en o foull pa'z eas ar Romaned kuit er IVe kantved ha n'eo nemet en XIIvet kantved e voe graet labourioù adarre, gant menec'h, da zispartiañ an douar diouzh an dour.

Meneg a gaver eus an anv Metaris gant Klaudios Ptolemaios[1]

Marteze eo savet an anv-se gant an elfennoù *metu- (= etre) hag *-ap (= dour). Neuze e talvezfe kement ha "pleg-mor e-lec'h ma kej meur a stêr". Marteze ivez e teu eus anv ar stêr Witham, hag a gas da Lincoln (Lindum Colonia), ur c'hreñvlec'h meur adalek aloubadeg Enez Vreizh gant ar Romaned. [2]

Aod Heacham

An anv Wash a gaver meneg anezhañ diwezhatoc'h. Dont a rafe eus an hensaozneg gewæsc, ur berradur eus wæter-gewæsc, "(douar) gwalc'het gant an dour". [3]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ptol, II, 3, 4 ː Μετασίς Metaris / Μεɣασίς Megaris / είσχυσις Aestuarium.
  2. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982. p. 417-418
  3. Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-names. Clarendon Press. Oxford. First edition 1936; Fourth edition 1960, Reprint 1980.