The Times of Israel
| Rann eus | mass media in Israel |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | C'hwevrer 2012 |
| Titl | The Times of Israel |
| Diazezer | David Horovitz, Seth Klarman |
| Bro | Israel |
| Isaozadur | Zman Israel |
| Sez sokial | Jeruzalem |
| Danvez pennañ | politics of Israel |
| Bro orin | Israel |
| Yezh an oberenn pe an anv | saozneg, arabeg, perseg, galleg |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.timesofisrael.com/, https://fr.timesofisrael.com/, https://ar.timesofisrael.com/, https://fa.timesofisrael.com/ |
| Editor-in-chief | David Horovitz |
The Times of Israel (berraet en ToI) zo ur gazetenn enlinenn israelian liesyezhek hag a oa bet lañset e 2012, hag a zo deuet da vezañ ar gazetenn keleier yuzev kement hag israelian e saozneg brasañ a-fed lennerien. Kengrouet eo bet gant ar c'hazetenner israelian David Horovitz, hag a zo ivez ar c'hrouer embanner, ha gant ar miliarder poster arc'hant stadunanat Seth Klarman.[1] Diazezet eo e Jeruzalem, ha "kelaouiñ a ra endroadur Israel, ar Reter nesañ hag ar bed yuzev."[2] Skrivet e vez e saozneg war al lec'hienn The Times of Israel met bez ez eus ivez ur stumm en hebraeg (un embannadur dizalc'h, Zman Yisrael), arabeg, e galleg, ha perseg. Ouzhpenn embann keleier ha studiadennoù, al lec'hienn a zo ivez o reiñ bod da vlogoù skrivagnerien lies.[3]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Forbes: The World's Billionaires: Seth Klarman. Patrom:Webarchive. April 2014.
- ↑ About The Times of Israel | The Times of Israel.
- ↑ Grunzweig, Emilie (16 February 2012). "New English-Language Israeli Website Launched".