The Surge

Eus Wikipedia

The Surge zo ur c'hoari video skiant-faltazi, RPG oberiant action sevenet gant Deck13 Interactive hag embannet gant Focus Home Interactive war Microsoft Windows, PlayStation 4, Xbox One. Lakaet e vez war-raok evel hêr d'an c'hoari RPG sevenet gant Deck13 Interactive Lords of the Fallen, adkavet e vez ul lodenn esu an doare da c'hoari etre an daou. Deck13 Interactive en deus bet deskrivet ar c'hoari The Surge evel ur c'hemmesk etre Rise of the Robots hag an heuliad c'hoarioù video Souls. Embannet eo bet ar c'hoari d'ar 16 a viz Mae 2017.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor ar c'hoari a dremen en un dazont damm-wir lec'h ma z'eo bet sunet holl danvezioù diazez ar voulenn-zouar gant Mab-Den. Dre-se e vez ar feulster o pignat sot er gevredigezhioù hag ouzhpênn e vez an en-dro o vont war fallaat.Hervez sevenerien ar c'hoari, The Surge a vez un taolenniñ du eus an dazont lec'h ma z'eo bet an tekniknologiezhoù diazezet war talañ an natur ha Mab-Den troet da sot o vont war-zu ur marevezh diskar.